Dont a reont da vezañ disentus d'an arme hag e vezont toullbac'het raktal.
Deuet e oa a-benn Greenpeace, gant sikour tud all, da vodañ miliadoù a dud er festival Peace and Landes ha da sevel un enselladenn keodedel "disentus", evit ar wech kentañ e Bro-C'hall, e kreizenn arnodiñ ha bannañ ar misiloù, e Biscarosse, e departamant les Landes, e-lec'h ma oa tennoù esae an M51 da vezañ graet.
N'eus nemet evel-se e c'hallo ar meno foran degemer evel traoù reizh hon taolioù disentus diwezhatoc'h.
Gallout a ra c'hoazh rediañ an enebourien da aloubiñ an dachenn gant poliserien, ar pezh vo direnkus hag a roio da soñjal n'eo ket reizh an dra-se -evel p'o dez c'hoant mistri ar bed d'en em vodañ pell diouzh ar werin da skouer, ha ret e vez dezhe bezañ gwarezet gant miliadoù a boliserien abalamour d'ur mor a dud disentus o sevel o mouezh a-enep dezhe ; peotramant pa vez ezhomm eus degadoù a boliserien evit eveshaat... ur parkad maiz-.