I. V.g.
1. (db. plantoù zo)
Lezel greun da vont.
Seul vui e vo sec'h an eost seul aesoc'h e tishilio.
2. (db. an arc'hant, ar madoù)
Bezañ dispignet.
Buan e tishilh ar madoù-mañ.
II. V.k.e.
1. (db. plantoù zo)
Tennañ greun diouzh (udb.).
Dishiliañ kanab. Dishiliañ an had eus ul louzaouenn.
2. (db. ar pozioù)
Dibunañ goustad.
Dishiliañ a rae e bozioù.
DHS. dijabliñ.
3. (db. an dilhad stammet)
Dizober.
Dishiliañ stamm.
DHS. dineudenniñ, diswriat.
III. V. em.
EN EM ZISHILIAÑ
1. Mont a-dammoù.
Ar vag en em zishilh.
2. (db. an dilhad)
Mont a-dammoù en ur ober pempilhoù.
Ar bordoù n'en em zishilhont ket ?
EVEZH. : Distagañ a reer ar furm dishilh (trede gour unan amzer-vremañ an doare diskl. hag eil gour unan an doare gourc'h.) evel-henn: ['dis:ilj].
Référence :
BROU
p. 224 (égrener ; ailleurs on dit dizill)
Seizh gwerc’hez a wad uhel, bet diuzet e-touez ar re furañ, ar re gaerañ, o dishilie hag a vale bemdez ar pe a vleud a oa ezhomm d’an doue ha d’an doueez.
Seiz gwerc’hez a wad uhel, bet diuzet e-touez ar re fura, ar re gaera, o dishilie hag a vale bemdez ar pe a vleud a oa ezomm d’an doue ha d’an doueez.