Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
122
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k. A. V.k.e. 1. Lakaat da vont d'an traoñ, war-draoñ, degas d'an traoñ. Diskenn an eor, ar gouelioù. Diskenn ur c'horf marv er bez. HS. gouzizañ. ES. gorren, sevel. 2. (db. ar goproù, ar prizioù) Digreskiñ, reiñ un distaol (war). Diskennet en deus ar marc'hadour e briz. Ne asant ket an implijidi e ve diskennet o gopr. 3. Lakaat ul liñvenn da redek eus ul lestr en unan all. Diskenn dimp pep a vanne gwin. Petra a vo diskennet deoc'h ? & Trl. Diskenn glac'harig da evañ : reiñ da evañ kent kimiadiñ. & (db. ar gouelioù) [1931] Lakaat da zont d'an traoñ. B. V.k.d. (db. an hentoù, an diri, h.a.) DISKENN GANT : mont d'an traoñ gant. Edo o tiskenn gant an hent, gant an dorgenn. ES. pignat, sevel. II. V.g. A. 1. Dont pe vont d'an traoñ, war ul live izeloc'h. Diskenn diwar da varc'h. E-pad ma tiskenne ur sailh e save unan all. & Emañ ar mor o tiskenn : tre zo. 2. Dont pe vont er-maez (eus ur c'harr, eus ul lestr, h.a.). Emañ o tiskenn eus an tren. Diskennet eo er porzh-se. & Trl. Diskenn en aod : dilestrañ. B. Dre skeud. 1. Mont da lojañ (e). E pe ostaleri e tiskennit ? 2. (db. ar prizioù) Digreskiñ. Priz ar strilheoul zo o paouez diskenn. 3. DISKENN DA : kouezhañ en ur par izel. Diskennet eo da netra, da glask e vara. Er vezh ma'z out diskennet. & Diskenn a ra d'ober seurt traoù displed : en em izelaat a ra. 4. DISKENN EUS UB., UDB. : tennañ e orin anezhañ. Hennezh a ziskenn, zo diskennet eus ul lignez uhel. 5. Trl. skeud. DISKENN ennañ E-UNAN, EN E GALON : treiñ e spered warnañ e-unan, prederiañ don diwar-benn danvez e gredenn pe traoù all. C. Dre heveleb. 1. Tizhout ul live bnk. en traoñ. He lostennoù a ziskenne betek he daouufern. 2. (db. an diedoù) Bezañ treizhet. Reiñ amzer d'ar sistr da ziskenn. III. Impl. da ak. Obererezh mont pe dont d'an traoñ, war-draoñ. An diskenn zo ken start hag ar pignat.

Exemples historiques : 
81
Masquer la liste des exemples

diskenn

1499
Référence : LVBCA p60 (descendre)

26. Ar rouanez peheni [a selle ouzh] an holl draezoù-mañ diouzh ar c'hrec'h ha bede neuze nad oa ket em zisklêriet, ez kontinant a ziskennas hag a gomañsas da vlam an impalaer a'r gruelded vras a uze en andred ar werc'hez Katell.

1576
Référence : Cath p21

D. 1. Me gred en Doue an Tad hollc'halloudek, krouer d'an Neñv ha d'an Douar. 2. Hag en Jezuz Krist e vab unik, hon Aotrou benniget. 3. Pehini a voe koñsevet eus ar Spered santel, ganet eus ar Werc'hez Varia. 4. En deus gouzañvet didan Poñs Pilat, bezet krusifiet, marv hag anseveliet. 5. Zo bet diskennet d'an Ifernoù ha resusitet an trede deiz a varv da vev. 6. Zo pignet en Neñv hag azezet a'n tu dehou d'e Dad hollc'halloudek. 7. Ac'hane e teuy da varn ar re vev ha'r re varv.

1622
Référence : Do. p10-12

diskenn

1659
Référence : LDJM.1 pg abaisser

diskenn

1659
Référence : LDJM.1 pg descendre, demonter

M. Leveret-eñ [ar c'hredo] e brezhoneg. Me gred e Doue an Tad Hollgalloudek, krouer an neñv hag an douar. Hag e Jezus-Krist e vab unik, hon Aotrou. Pehini zo bet koñsevet eus ar Spered santel, ha ganet gant ar Werc'hez. En deus gouzañvet didan Poñs Pilat, zo bet krusifiet, marv, ha sebeliet. Zo bet diskennet d'an ifern, ha resusitet an trede deiz a-douez ar re varv. Zo pignet en neñv, hag azezet en tu dehoù da Zoue an Tad Hollc'halloudek. Ahane e teuy da varn ar bev hag ar marv.

1677
Référence : Do. p11-13

diskenniñ

1732
Référence : GReg pg descendre

aet a-enep an diskenn eus an dour

1732
Référence : GReg pg fil (Aller contre le fil de l'eau, pp.)

diskennet gant an dour

1732
Référence : GReg pg fil (Aller au fil de l'eau, pp.)

Ar c'hrakdijentil-hont a zo diskennet, savet, war e veno, rag-enep eus ar Roue Sant Loeiz ? Koantañ [sic] tra !

1732
Référence : GReg pg (il semble que ce gentilâtre soit descendu de la côte de Saint-Loüis)

diskenn

1732
Référence : GReg pg avaler (avaler, descendre aval, ou, avau)

diskennet

1732
Référence : GReg pg avaler, descendre, descendu

diskenniñ

1732
Référence : GReg pg avaler

diskenn gant an dour

1732
Référence : GReg pg fil (Aller au fil de l'eau)

diskennet eus a Yaou

1732
Référence : GReg pg descendu (de la côte de Jupiter)

diskenn diwar varc'h

1732
Référence : GReg pg (descendre de) cheval

diskennet diwar varc'h

1732
Référence : GReg pg (descendre de) cheval

eveus hon tad Adam ez tiskennomp holl

1732
Référence : GReg pg (nous) descendons (tous du premier pere Adam)

diskenn gant ar menez, pe gant an hent

1732
Référence : GReg pg descendre (la montagne, ou le chemin)

diskenn gant an dour

1732
Référence : GReg pg (suivre le) courant (de l'eau)

diskenn diwar varc'h

1732
Référence : GReg pg descendre (de cheval)

a zisqenn

1732
Référence : GReg pg descandant (ante, qui descend)

diskenn, eus a

1732
Référence : GReg pg deriver

ar re a ziskenn, pe a ziskenno ac'hanomp

1732
Référence : GReg pg (nos) descendants

hent a ziskenn

1732
Référence : GReg pg (chemin qui va en) descendant (chemin en pante)

henchoù a ziskenn

1732
Référence : GReg pg (chemin qui va en) descendant (chemin en pante)

diskenn

1732
Référence : GReg pg descendre

diskennet

1732
Référence : GReg pg descendre

diskennet

1850
Référence : GON.II pg diskenni (Descendre, aller de haut en bas. Part.)

diskenniñ

1850
Référence : GON.II pg diskenni (Descendre, aller de haut en bas).

Diskennet eo diwar varc'h.

1850
Référence : GON.II pg diskenni (Il est descendu de cheval).

Diskenniñ a ra gant ar menez.

1850
Référence : GON.II pg diskenni (Il descend de la montagne).

diskenn da evañ

1850
Référence : GON.II pg diskenni (Verser à boire).

diskenn ar boedoù

1850
Référence : GON.II pg diskenni (Tremper la soupe).

En em walc'h eta, en em lard gant louzoù c'hwezh-vat, gwisk da gaerañ dilhad, ha diskenn d'al leur.

1850
Référence : GON.II p. 103, Buez Ruth. (Lave-toi donc, parfume-toi avec des huiles de senteur, mets tes plus beaux habits et descends dans l'aire).

Diskenn a ra gant ar menez.

1850
Référence : GON.II p.95, livre second, « Il descend la montagne ».

Diskennet eo diwar varc’h.

1850
Référence : GON.II p.95, livre second, « Il est descendu de cheval ».

Koulm baour, gwelet e voe gant ur gup krabanek o sachañ war e lerc'h, evel ul laer tec'het, ur pennad reun torret. Ar gup a ya dezhi, digor ha lemm e veg, pa gouezh warnañ, d'e dro, evel ur maen pounner, eus a-greiz an neñvoù, ur pezh labous, un er. E-pad m'edo an daou-mañ oc'h en em gribinat, ar goulm a ya kuit e-biou. Diwar nij e tiskenn e liorzh un tiig-soul oa eno e-kichen, o krediñ evit mat oa er wech-mañ diouti distag he gwallstropad, pa deu ur c'hozh tamm paotr, dezhañ pemp pe c'hwec'h vloaz - d'an oad-se ur bugel ne oar pe zroug ra c'hoazh - da sinklañ eeun outi ur maen gant e vatalm.

1867
Référence : MGK p20

Ar bagoù a horjelle hag a vrañskelle, a save hag a ziskenne, pep hini d’he zro, gant ar gwagennoù.

1877
Référence : EKG.I. p.99

Per Kemener en doa c’hoant bras da ziskenn e kêr, rak skuizh [e] oa, ha n’en doa bet, eveldon-me, abaoe ar mintin, nemet un tamm bara ha kig, hag ur banne dour fresk eus a ur feunteun.

1877
Référence : EKG.I. p.63

Eno e oa un nor, hag, e-tal an nor-se, e oa ur skalier evit diskenn d’ar jardin....

1877
Référence : EKG.I. p.14

Setu aze tri den o lojañ e kouent Sant-A[l]bin : ar manac'h a bede, an den yaouank a gouske, hag an hini kozh, daoust hag eñ a ziskenne e goueled e galon ?

1877
Référence : EKG.I. p.60

Diskenn a rejomp d’an traoñ hep soñjal hor boa freuzet ar pont er penn-kentañ eus an emgann.

1878
Référence : EKG.II p.2

Ne voe ket ret er lavaret div wech : an Aotrou Krenn hag an Aotrou Goachet a ziskennas d’ar red an delezioù, ha, dre an nor en tu all e lammjont er-maez.

1878
Référence : EKG.II p.59

O vezañ ma ’z eo dourioù lenn an Heol peuzdisall, e tiskenn koadoù ar vro gant dinaou sonn ar pantennoù tre betek an traezh, ken e teu, d’al lanvezh, an tonnoù-mor da c’hlebiañ ar wriziennoù anezho.

1923
Référence : SKET p.94

Ne weled ket eus an evadegoù-se ma ev an den enno, diezhomm ha disec’hed, ma tiskianta diwar re-gofad, ma ruilh e-kreiz uloc’h ha pri, o tiskenn izeloc’h eget loened-mut ; n’oa ket eus ar banvezioù hir-didermen m’en em stanka enno kengouvidi diemzalc’h, ez varlonk ha lous evel moc’h dirak laouiri pourveziet-leun ; nag eus an abadennoù-se dibaouez c’hoari diñsoù pe wezboell, ma kas enno didalvez-kaer gwazed kadarn, kreñv ha meizek, ar pep gwellañ eus o amzer.

1923
Référence : SKET p.69

Ur predig goude, e sac’he o bag en traezh hag e tiskennent d’an douar.

1923
Référence : SKET p.110

Sioulik ’ta e skoulmas pemp las orjal en penn ar wenojennigoù a ziskenne eus ar c’hoad war an traezh.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 42, p.977 (Even 1924)

Dre gant kanol e sav ar mor e-kreiz he c’hoadoù, ha dre gant beg-douar e tiskenn he c’hoadoù e-kreiz ar mor.

1924
Référence : SKET.II p.74

An div bantenn vras-se, a ziskenn an eil war-du eben hep dont da gejañ biken rannet ma’z int gant ar stêr, a zo anezho donañ traonienn ar bed-holl.

1924
Référence : SKET.II p.47

Gourc’hemennet eo din gant va zad ma’z afen emberr da c’henou ar stêr ha ma tiskennfen ar red anezhi e-pad an noz.

1924
Référence : SKET.II p.41

Hag evel-se, entre ar beleg hag ar paotr, a-nebeudoù, e savas ur garantez dispar a bep tu, ur garantez a [d]rugarez eus perzh ar beleg evit ar paotrig dister, disprizet, kasaet gant kalz, ur garantez a anaoudegezh eus perzh ar paotr emzivad evit an den a zouster hag a skiant a brize gantañ diskenn betek ur bugelig dister eveltañ.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1025 (Gouere-Eost 1924)

— Perak e son hiziv ar c’hloc’h evel derc’hent ur gouel-berz ? a lavare ar person, souezhet-meurbet, d’e garabasenn, hag [a] fredone da heul ar c’hloc’h : Un arc’hael, a-berzh an Aotrou, A ziskennas eus an Neñvoù D’annoñs da Vari ’oa choazet Evit mamm da Salver ar bed.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.810 (Miz Genver 1924)

— Hastit afo, tre mat a zo hag ar mor a ziskenn buan… Hastit afo !…

1925
Référence : BILZ2 p.129

Un taol taboulin, ha war an engroez peoc’h an noz a ziskennas.

1925
Référence : BILZ2 p.160

Hag ar vugale d’ar red d’an traoñ gant ar vali, hag en ur redadenn int bet diskennet er saon.

1925
Référence : BILZ2 p.118-119

ha dindan ar volz-se eo e tremenas ivez va zud-kozh a-raok diskenn e douar yen ar bez, ha da vezañ disheoliet ha doureget-benniget gant skourrigoù mildeliek ar wezenn-ivin he c'hef tev-mantrus.

1929
Référence : SVBV p.17

Ouzhpenn da se, war an daolenn varzhus-se, e welen ur maread morianed ha morianezed du-peg en tenn da gorolliñ e kant stumm disheñvel, o c'hoari ez noazh-dibourc'h o c'hweleviñ evel an huzel war mantell kimin ti-forn hini bras Poull ar Raned, ha bronnoù ar gwragez o hejañ-dihejañ, o pignat hag o tiskenn en ur vont a-gleiz hag a-zehoù, a-is hag a-us, a-hed o divlez hag o c'horf klosennek, bouzellok ha begelok.

1929
Référence : SVBV p.19

O vezañ graet ur pennad diskuizhañ, e tiskennjont war ar frankizenn hag ez ejomp da ober un tamm gwalc'hiñ d'hor bichez, gant ar vezh ha pa vefe ken !

1929
Référence : SVBV p12

diskenn

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXVII, pg s'abaisser (au figuré), amener, baisser

war ziskenn ez a an hent

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXVII

diskenn an eor

1931
Référence : VALL pg (jeter l')ancre

Dinaou ar re a gaver er Reter-Pellañ e-kichen Hondo, Formosa ha Luzon (28 anezho) a zo brasoc'h, evel hini an torrod-meur a ziskenn buan-buan etrezek an islonkoù a gomzimp diwar o fenn e pedervet kevrenn al labour-mañ.

1943
Référence : TNKN p61

Hag, a-hend-all, n’eus ket ezhomm da ziskenn er puñs evit kavout Satanaz ; prestik e vo gwelet em istor, kroc’hen, eskern, hag all…

1944
Référence : ATST p.48

Diskenn a rejomp en « Hôtel Moderne », eno ‘oa rentadeg ar gannedelezh varzhek a dlee bezañ digemeret gant pennrener ar Stad.

1944
Référence : EURW.1 p.200-201

Ur wech m'oc'h diskennet diwar ar c'hrec'h, e tigouezhit gant ur bouchad gwez derv bodennek a guzh ouzh ar sell chapel vras Sant-Weltaz hag he feunteun santel.

1944
Référence : EURW.1 p17

Goude bezañ dibabet hag aozet ar gweleoù e tiskenned d'ar refektouer, da zibab un daol.

1944
Référence : EURW.1 p31

Ar « charabañioù », ar c'hirri bihan ha bras a storloke o tiskenn gra Kergarn.

1944
Référence : EURW.1 p27

Kent diskenn d'e gefridi en iliz, e oa aet ar breur Arturo d'ar stivell d'en em walc'hiñ. Brav e oa houmañ, e disheol ur bodad gwez lore, o stankañ ar vali e tu ar c'hreizteiz [sic, ar c'hreisteiz].

1949
Référence : SIZH p.43

Digor e oa an nor, du-se, war ar C’hornog, ha drezi e tiskenne betek an daroù koroll didrouz ur bann heol [bann-heol] melenik, - koroll an efl ha moged klouar ezañs ar gousperoù, - a lakae teñvaloc’h ec’honded an nev sakr.

1949
Référence : SIZH p.37

Ober a ra ul lamm. Ha diskenn a ra, en ur pennad tizh, gant an diri.

1949
Référence : SIZH p.45

He brozh, stegnet pervezh war he digroazell hag he morzhedoù leun, a ziskenne betek hanter kofoù he divhar o neuz flour, un hoal.

1949
Référence : SIZH p.66

Goursevel ha diskenn a rae he divskoaz.

1949
Référence : SIZH p.58

Talvoudegezh espar e kave d'he fistilh lirzhin. Kement-se a oa diskenn diwar al leinoù, war e veno, da vevañ ganto, e-pad ur reuziad, e korn o oaled, buhez uvel, divennad, tud ar Bed... ha dastum ur prizius a skiant-prenet.

1949
Référence : SIZH p.57

Tennañ a reas un dic'hwezhadenn. Diwisket he devoa ur vanegenn. He gwalinier a daolas skleuroù. Ar breur Arturo a selle ouzh he brennid o sevel hag o tiskenn, hervez anal ar vaouez.

1949
Référence : SIZH p.46

E goueled yen an noz du-dall ' Tiskenno Breiz[h] da heul Bro-C'hall.

1960
Référence : PETO p14

Da c'houloù-deiz en em gaver er porzh ha, raktal goude al lein veure, war-dro seizh eur, setu ni o tiskenn da ober hon troiad.

1985
Référence : DGBD p13

Betek an hordennadoù kolonennoùigoù a gustume diskenn ouzh ar voger, a-zindan ar bolzioù betek al leur, bep etrepeuliad, evel un arouez fetis eus al lusk war-grec'h hag a oa anezho unan eus elfennoù merkusañ ar goteg klasel

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 16

Ha war tachenn an eskopti evel-just, eus ar C'hab d'ar Poc'her eo holl an tourioù iliz (ha n'eo ket ar c'hloc'hdioù frammet skañv diouzh doare hini Sant Fiakr er Faoued) a ziskenno war-eeun diouzh re talbenn Kemper.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 18

Soñjal a ran n'eo ket dav respont dezhi ha kregiñ a ran da ziskenn gant ar skalieroù gant Koula.

2015
Référence : EHPEA p14

Kaer he doa displegañ dezhañ e oa difennet degemer tra ebet digantañ, hennezh ne rae ken 'met c'hoarzhin, ha diskenn unan dezhi, ha chom a rae ar werennad divoulc'h war an daol.

2023
Référence : DREAM p. 8

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux