Follentez, sotoni.
Ne gavan nemet diskianterezh pa lennan seurt skridoù.
&
(impl. da anv unan)
Un diskianterezh eo serriñ ouzh ar brezhoneg dor ar skolioù.
HS. diotaj, diboellegezh.
Ha goude kement-all a ziskianterezh eus o ferzh, e vezint klevet o klemm, o kaout kasoni ouc’h ar re vat, abalamour ma ne roont ket a voued a-leizh-kof dezho, d’o zud ha d’o bugale, evel pa ne vent ket ar pennkaoz eus o dienez hag eus o foan !
Ha goude kement-all a ziskianterez euz ho ferz, e vezint klevet o klemm, o kaout kasoni ouc’h ar re vad, abalamour ma ne roont ket a voued a leiz-kof d’ezho, d’ho zud ha d’ho bugale, evel pa ne vent ket ar penn-kaoz euz ho dienez hag euz ho foan !
1877
Référence :
EKG.I.
p.66
Ne gontan deoc’h nemet un nebeudig eus ar reuzioù a reas an dud difeiz en hor bro, rak poan a ra d’ar galon kontañ diotachoù ha diskianterezh lod eus hon tud.
Ne gountan d’ehoc’h nemed eun nebeudik euz ar reusiou a reaz an dud difeiz enn hor bro, rak poan a ra d’ar galoun kounta diotachou ha diskianterez lod euz hon tud.
1877
Référence :
EKG.I.
p.172
Nad it ket da grediñ evelato e ve bet graet an holl diskianterezh difeiz-se gant tud hor bro. Nann. Lezer ober a raent, avat.
Na dit ket da gredi evelato e ve bet great an oll diskianterez difeiz-se gand tud hor bro. Nann. Lezer ober a reant, avad.