Télécharger les mots parents diskuilhadur diskuliadurezh diskulier
diskuliet
Ha, pa guzulien Esumopas, an drouiz en deus diskuliet din an danevell-mañ, pa c’houlennen outañ ha na vije ket a dermen da boan an div c’hoar gablus, e respontas o doa Kadra ha Daga, dre zievezh ha sempladurezh, torret an div Lezenn [b]ennañ e bed an dud hag an doueed, da lavarout eo al Lezenn o tifenn ouzh merc’hed ar Ouenn glan ha kaer ha santel dreist d’ar re all en em lezel da vezañ saotret gant gwazed ar gouennoù all, hag al Lezenn o c’hourc’hemenn d’ar merc’hed gouestlet d’an Heol dioueriñ pep karantez douarel ha mirout dinamm o gwerc’hded diouzh skouer an nav merc’h skedus eus an Neñv, merc’hed Belenos ; gant-se, n’en dije ar c’hastiz anezho termen all ebet nemet fin ar bed ha marv an dud hag an doueed.
Ar merc’hed a sellas tro-ha-tro ouzh Katell ar Vourc’h-Kozh hag ouzh Chann ar Runigoù gant an aer da lavarout dezho : « Deoc’h eo d’en em ziskuilhañ. »
Abaoe nav miz ma oa er gouent, morse n'oa bet savet ar breur Arturo diwar e stal da zont da ziskuilhañ [sic, ziskuliañ ] a-ouez d'an hentez hini pe hini eus e sioùigoù.
Neuze, ma den, e lez ar varn, / ' Tiskuilhi buan holl pe zarn.
Tennañ a reas prim un alc'houez eus e chakod, digeriñ an nor ha mont tre en ti, ha distreiñ kerkent gant dek lur e pezhioù aour, hag evit ar peurrest, gant ur chekenn da dennañ war ar bank Coutts, taladus d'an douger ha sinet gant un anv na c'hallan ket diskuliañ
Evit a sell ouzh ar vilonioù mezhus a ziskulias din an den-se, ha zoken an daeroù a skuilhas, leun a vorc'hed, n'on ket evit soñjal enno, na zoken kounañ anezho, hep skrijañ.
Soñjit ivez e rank ho skeudenn klotañ gant ar pezh a zifennit : arabat deoc'h butuniñ ma fell deoc'h diskuliañ moged pistrius ar savadur-deviñ a zo just e-tal ho kichen...
Poellekoc'h a-se e rankomp bezañ dre ma tiskuliomp sistem diboell hon enebourien, pa ziskouezomp peseurt doareoù fall a zo skoachet dindan o gizioù kempenn hag o c'homzoù flour.
Aon o dez ar galloudoù direizh rak ar c'heloioù digabestr : e 1941 e oa bet diskuliet gant un eskob ar programm lazhañ an dud klañv o spered gant Hitler. A-walc'h a oa bet gant ar sarmon kalonek-se evit ma vefe spontet ar galloud nazi hag evit ma paouezfe gant e raktres.
Kanañ a reont luganoù spontus evit diskuliañ interestoù pizh, mantrus pe droch an dud-se.
Ma ne gredan diskuliañ tra dezhi koulskoude, neuze e forc'han anezhi eus diawelad un dazont skañvoc'h met diwall a ran anezhi ivez diouzh ur gerseenn a c'hellfe bezañ.
Mots précédents
Mots suivants
diskulier