Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. G. A. (db. an dud, al loened hegazet, fuloret ; en e furm lies prl.) Jestr bras pe feuls zoken. & Trl. Ober dispac'hioù : difretañ. B. Dre ast. 1. Emgann, krogad. Pemzek lestr a golljont en dispac'h bras-se. 2. Emsav kevredigezhel zo e bal kas ur renad d'an traoñ, diazezañ ur bed, ur gevredigezh nevez. E degouezhioù zo e teu an dispac'h da vezañ un dlead. Dispac'h Rusia e 1917. & An Dispac'h (Bras) : diskar ar roueelezh e Frañs e 1789. En amzer an Dispac'h Bras. HS. reveulzi. 3. (en ur reizhiad bnk.) Kemm bras. Emañ krog ennañ an dispac'h diabarzh. 4. Dre ast., rouez Emsavadeg. II. H.g. 1. Obererezh difretañ. Re a zispac'h a vez gant ar prezeger-se. 2. Freuz. Kerkent e savas dispac'h en engroez. An devezhioù a vrezel hag a zispac'h.

Exemples historiques : 
25
Masquer la liste des exemples

dispac'h

1659
Référence : LDJM.1 pg tumulte

dispac'h

1732
Référence : GReg pg gratter (L'action de gratter.)

dispac'h

1850
Référence : GON.II pg dispac'h (Action de gratter. Remuement. Geste, mouvement du corps, des mains, des bras. De plus, émeute. Sédition. Soulèvement. Révolte. Trouble. - Révolution. Changement brusque et inattendu qui amène du désordre. HV), pg diskrab

dispac'hioù

1850
Référence : GON.II pg dispac'h (Action de gratter. Remuement. Geste, mouvement du corps, des mains, des bras. De plus, émeute. Sédition. Soulèvement. Révolte. Trouble. - Révolution. Changement brusque et inattendu qui amène du désordre. HV. Pl.)

List ho tispac'h.

1850
Référence : GON.II pg dispac'h (Laissez votre remuement).

En dispac'h a zo bet diwar-benn an ed.

1850
Référence : GON.II pg dispac'h (Il y a eu une émeute au sujet du blé).

Kalz dispac'hioù a ra pa gomz.

1850
Référence : GON.II pg dispac'h (Il fait beaucoup de gestes en parlant).

dispac'h

1850
Référence : GON.II pg diskrab

An dispac’h en deus he dibennet ; bremañ an dud a vrezel hag a lezenn a zo aet da Vrest pe da ul lec’h all, hag ar yeot a sav hiriv, etre ar vein, dre ar ruioù, e kêr Lesneven.

1877
Référence : EKG.I. p.177

Ar c’habiten Jaouen, nevez-distro eus a Vourdel, a yoa e lestr e porzh Brest, o c’hedal karg da vont en tu bennak ; mes ar garg-se ne deue ket buan, rak, neuze kerkoulz ha bremañ, pa vez trouz ha dispac’h er vro, pep hini a zalc’h tost d’e arc’hant.

1877
Référence : EKG.I. p.212

A-raok an amzer ma komzan anezhi, a-raok an dispac’h [b]ras, pe an dispac’h kentañ, mar kirit, ned’ae da soudard nemet an neb a gare.

1877
Référence : EKG.I. p.259

Emgann Kergidu ha traoù all c'hoarvezet e Breizh-Izel e-pad dispac'h 1793 gant Lan Inisan, beleg e kelenndi Gwengamp

1877
Référence : EKG.I. Kentañ pajenn

Pa deuas an dispac’h da ober e freuz kentañ e Breizh e oa aet-mat dija war an oad.

1877
Référence : EKG.I. p.9

Kalon tud ar vro a dride a levenez o welet [e] oa, e kreiz kement a zispac’h, ankounac’haet kouent Sant-A[l]bin, ha bep noz e pep ti, pa c’helled lavaret ar pedennoù, rak ne c’helled ket hen ober bemdez, abalamour d’ar republikaned ha d’an dud fall a rede dre ar vro, ha ne felle ket dezho klevet hanv eus a Zoue, bep noz e lavared atav ur "Bater" hag un "Ave Maria" evit pellaat pep droug diouc’h menec’h an abati.

1877
Référence : EKG.I. p.35

En amzer-se, an dispac’h a rae freuz e Frañs ; ne zaleas ket d’en em skignañ e Breizh-Izel.

1878
Référence : EKG.II p.177

Pebezh dispac’h ha pebezh freuz a reas va zenn e-touez ar soudarded ! Lod anezho a chomas souezhet ha mantret ; lod all a bec’he hag a gomze a-dreuz hag a-hed ; holl e oant distroet war-zu al lec’h m’edon-me ennañ o klask gwelet an hini en doa tennet.

1878
Référence : EKG.II p.89

An Aotrou Karo, evitañ da vezañ kemeret karg digant ar republikaned, n’oa ket evelato evit an dispac’h hag an dizurzh ; c’hoant sevel dreist ar re all ha destum madoù, marteze en doa, mes n’en doa ket a c’hoant, avat, da goll e ene.

1878
Référence : EKG.II p.186-187

Abaoe an Dispac'h bras e Bro-C'hall, ez eo gwasaet hon stad.

1911
Référence : PSEP p III

Ma tro diouto eo dre ma ’z eo an dud-se, e gwirionez, du ha drouk betek mel o eskern, daspugnet m’emañ en o c’hreiz kement gwallnamm a zigas kleñved, digened, dinerzhded, dizunvaniezh, dispac’h, brezel, sklavelezh, koll trevadoù, pore loened, kazarc’h, arne, kren-douar, dour-beuz, marv.

1924
Référence : SKET.II p.63

dispac'h

1931
Référence : VALL pg (grande) agitation (agitation des esprits dans une foule), bagarre, bouleversement, brouille

penn dispac'h

1931
Référence : VALL pg agitateur (fauteur de troubles)

Ar varaerez n’he doa ket klevet pe da verkañ e oa pe ne oa ket, rak redet e oa da welout an dispac’h a oa tarzhet en ti-forn.

1944
Référence : ATST p.88

Daou Rusiad int, kuitaet ganto o bro da vare an dispac'h a oa bet du-hont hag en em dennet e Bro-C'hall da glask repu; kalz oajetoc'h egedon int, un daouzek pe drizek vloaz bennak, rak dilerc'hiet int bet evit ober o studioù gant ar reuz o deus bet da c'houzañv pa oa krennarded anezho.

1985
Référence : DGBD p10

An hini en deus c'hoant gouzout muioc'h diwar-benn istor ar yideg hag e lennegezh [...], diwar-benn istor geto Varzovia, pe hini drouklazhadegoù Oukraina er bloavezhioù da heul Dispac'h Ruz miz Here 1917, diwar-benn danzeadeoù 'zo e-ser an oberennoù, a c'hello atav lenn ar pennadoù a-ratozh hag an notennoù puilh a oa bet savet evit embannadur 2005.

2013
Référence : BERNI p.2

Dispac'h Stonewall, kerzhadeg an holen, diskrog-labour mengleuzierien Liverpool, dispac'h bugale Soweto, prosez Bobigny evit an diforc'hañ pe hini Patrick Henry a-enep ar boan a varv, stourm al Larzac pe hini Plougoñ hag ar c'hreizennoù nukleel all harzet, Lip, kastelodennoù hag emrenerezh Buenos Aires, merc'hed Palestina gwisket e du ha follezed plasenn Vae, dispac'hoù demokratel ar reter pe hini ar Jenofl e Portugal, diskrog-labour an holl labourerien e miz Mae 68, harz-labour meur goañvezh 1995...

2015
Référence : DISENT p11

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux