Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
122
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. 1. Rannañ e meur a lodenn. Moizez a zisrannas ar mor. & Dre skeud. Un islonk a zisrann an uhelidi diouzh ar bobl. 2. Dispartiañ. Disrannañ ur mab diouzh e dad. II. V.g. Dispartiañ.

Exemples historiques : 
8
Masquer la liste des exemples

disrannañ

1923
Référence : SKET p.171, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Séparer".

Enderc’hel a reont traonienn ha bro an Ejipt evel ma vez endalc’het gant an dorn dornell ar c’hleze, hag e tisrannont an douar-Bras anvet Azia diouzh an douar-Bras anvet Afrika.

1923
Référence : SKET p.17

A-hed levioù war levioù gwezegoù, strouezhegoù digenvez, stêrioù ha geunioù didreuzus a zisranne, c’hoazh d’ar mare-se, bevennoù douar Manos diouzh ar broioù dalc’het gant gouennoù estren. Argadennoù-noz ar breizherien diouto n’oa ket d’o doujañ.

1923
Référence : SKET p.65

Teir a zo ac’hanomp, ganet gant an hevelep mamm, engehentet gant an hevelep tad, kresket a-gevret hep en em zisrannañ biskoazh. Teir ac’hanomp, hag unan hepken dre ar gwad, ar galon, ar gengarantez ! Netra n’hor ranno biken !

1923
Référence : SKET p.107

Kavet en deus ur gribenn o kas eus ar Biz d'ar Mervent hag a zisrann "kondon ar C'hongo" eus "kondon Gwinea". Gwall durumellek eo an torosennadur er c'hondonioù-se, evel e hini ar Brazil, koulz ha war ar c'hribennoù.

1943
Référence : TNKN p13

- ...Un eurvad hep e bar [sic, "he far"] eo hini ar re a zo bet dibabet gant Doue da vezañ disrannet diouzh ar bed, evel m'eo bet ho chañs-c'hwi.

1949
Référence : SIZH p.41

Daoust ma ne oant ket gwall niverus, ez eus bet c'hoari ganto alies, ken na rankjomp, en diwezh, o disrannañ, kement a bennadoù a blantent an eil en egile.

1985
Référence : DGBD p135

Met derc'hel a reont soñj e rank ar stourmoù mont an eil re war-zu ar re all, ha neket enebiñ ha disrannañ ar stourmerien evel ma c'hoarvez re alies.

2015
Référence : DISENT p18

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux