Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
124
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. 1. Distrollañ traoù zo harp, tost an eil d'egile. Klask a ra distekiñ e dreid diouzh an douar. & (db. an dud) Un abadenn a oa bet o tistekiñ an hini vihan diouzh he mamm. 2. (db. ar c'hoari bouloù) Teuler ur voul kuit gant unan all. Distok anezhi 'ta ! 3. Trl. Distekiñ neizhioù : o difoupañ. En ur zistekiñ neizhioù brini. 4. Dre skeud. (db. an dud) Kas diwar-dro. Mar deu da glask afer ouzhin-me, me a zistoko anezhañ ! II. V.k.d. Distekiñ diouzh udb. : distagañ dioutañ. Hennezh en doa evet ur werennad gwin-ardant hep distekiñ diouti : en ur gouzougad. III. V.g. 1. Pellaat. Diouzhtu evel ma tistoke ar mor e veze en aod. 2. Dre skeud. Kuitaat. N'omp ket distoket diouzh ar goañv c'hoazh : n'eo ket aet ar goañv hebiou c'hoazh. Poent distekiñ diouzh an ostaleri.

Exemples historiques : 
2
Masquer la liste des exemples

Distoket e oa bet ar Vrizhvreizhiz diouzh an holl gevrennoù all, lennegezh, arzoù, espernegezh, K.V.B. a oa gounezet dimp.

1944
Référence : EURW.1 p.190

Distokañ a ran hag un tammig pelloc'h e troan a-gleiz da vont gant straed Tivón betek straed Petrou Ralli.

2015
Référence : EHPEA p15

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux