I.
Distabil, distart.
Stardañ ar pezh zo distrantell. Binviajoù distrantell, troadet fall. N'eus nemet kadorioù kozh distrantell.
II.
Dre skeud.
1. Distabil.
Ur gouarnamant distrantell a oa e Pariz.
2. Diroll.
Gouelioù distrantell, gouelioù trouzus.
&
(db. an dud)
Dibarfet, diroll ha diskiant war un dro.
Merc'hed distrantell.
3. Graet fall, graet n'eus forzh penaos.
Al labour a raen a veze distrantell. Ur spontailh distrantell.
4. Digompez.
Hentoù distrantell.
5. (db. ar yezhoù)
Na ouzer ket mat, na vestronier ket mat.
Ur brezhoneg distrantell. Deskiñ d'an dud ur galleg distrantell.
6. (db. ar skridoù, ar c'homzoù, h.a.)
Difeson, droch.
Sonioù hudur ha distrantell. Romantoù distrantell a saotr ar galon.