diwanet
Ur bugelig he devoa maget karantezus hag anaoudek ; ar c’hreunenn hadet en kalon ar paotr kellidet eo, diwanañ a raio nerzhus (hen gouzout a ra bremañ !) ; hi a savo war he c’horzenn : Doue da ray d’ar wezennig Avel dous ha glizhenn dener, ’Vit ma vleunio ar rozennig, Pell diouti ar gwallamzer !
Koulskoude, ar skleurig a zo taolet warno gant ar sontadegoù dre an heklev en deus lakaet meur a rummad goulakadurioù da ziwan.
Heuliañ a raent ur riboul strizh, toullet a-dreuz al linad uhel diwanet war atredoù mogerioù disac'het an iliz hep dor na toenn.
Abaoe ma'z eas va zad da anaon, netra nemet drez, spern ha linad ne ziwane el liorzh venniget-se ; n'ouzon ket an tu da labourat douar, ne blij ket din ar vicher ha gant va gwreg ken pell 'zo klañv war he gwele, n'am beze ket amzer da blediñ gant ar seurt traoù.
n'eo ket an afer-se… a lakaas mignoniezh da ziwan etre ar Gerweganed ha me
N'eo ket a-walc'h d'o gwrizioù chom da gorvigellañ a-zioc'h al lec'hid, hogen an had ne gouezhont ket ur wech dare, diwan eo a reont er frouezhenn hag, e-lec'h kreskiñ war-zu an nec'h evel ar pep brasañ eus ar plant all, nevezennoù hag a chom stag ouzh ar blantenn-vamm e doare ma vezont holl luziet en un doare souezhus.
En doare-se ivez moarvat e tiwane ar c'hanaouennoù pobl en hor broioù-ni gwechall, met dre ma sevena an dud ez a da goll an doareoù eeun-se.
Ar furm-se ne oa dezhi dremm ebet c'hoazh he dije roet tu d'he anaout ; e hunvreoù Utterson zoken ne oa dremm ebet dezhi, pe neuze unan amsklaer a steuzie buan a-zirak e zaoulagad. Hag evel-se eo e tiwanas hag e kreskas buan e spered an noter ar c'hoant iskis, hogos diroll, da c'hallout sellout pizh ouzh tresoù ar gwir mr. Hyde.
[...] el lec'h ma'z eus gaou e tle dic'haouadur diwan.
"Homañ yantao ne ziwano ket ar fav en he genoù", eme Bernez en ur skarzhañ ar bruzun chokolad a oa war e vourroù.
E degouezhioù all, ne ziwanje ket en e benn ar soñj da c'houlenn ma ali ouzhin.
Mots précédents
Mots suivants
diwanderioù