Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Stn. Na ehan ket, na seblant ket ehanañ. Un emdroadur dizehan. Ar glav dizehan a zistrempe ar gêr vras. Strivoù dizehan. 2. Adv. [1985, 2015] Hep ehanañ, hep seblantout ehanañ. Pouezañ dizehan war udb. An drompilh a gorne dizehan. [1985] Kurun o tarzhañ dizehan. [2015] Talañ a rae dizehan ouzh ar gelennerien. HS. diarsav, dibaouez, diehan.

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

An Tad a gimiadas o kas gantañ ar vuoc’h c’hlas, hag e kerzhas ganti dalc’hmat ha dizehan betek ar frankizenn bell ma c’hoarie enni, a-c’houez da Adaqi, Manos ha Bena.

1923
Référence : SKET p.36

Bepred, en holl varevezh-se, a vez graet anezhañ gant an henzanevellourien Marevezh an nav rummad gwenvidik a Ouenn Vanos, ne voe na kleñved na merventi war al loened ; ar buoc’hed, an deñved hag ar givri a roas dizehan ur builhentez a laezh.

1923
Référence : SKET p.66

Hep gouzout dezhañ, ar c'hloareg a heje e benn, dizehan, evel diskredik.

1949
Référence : SIZH p.49

Ne skoas al lestr nemet war-dro hanternoz; abaoe kuzh-heol avat e c'helled gwelout ar gurun o tarzhañ dizehan diouzh tu an douar ha biskoazh ne 'm eus bet ur gwel ken kaer war ur barr-arnev, zoken er broioù tomm.

1985
Référence : DGBD p17

En em ober a raemp brav-ral hi ha me met talañ a rae dizehan ouzh ar gelennerion. Met evel ma oa ur studierez lemm he spered e raent he zid dezhi.

2015
Référence : EHPEA p355

Er stadoù a reer "demokratel" anezhe e vez efedus gwask ar galloud da gentañ-penn peogwir ne vez ket implijet ar gwask-se dizehan na re greñv.

2015
Référence : DISENT p153

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux