ar c'havr
gavr
gavr vihan
gavr
gevr
Gantañ ha diwezhatoc'h heptañ, em eus ergerzhet an holl vroioù-se, bro "Belovesos" da gentañ, an douar uhelvrud, pinvidik ha frouezhus douret gant ar Bodinkos hag an adstêrioù anezhañ, ar Vinolandon, puilh ennañ an trevadoù mezvus en tu-hont hag e-harz ar menezioù bras erc'hek, e troad an hirziarrozioù koadek ma kantre warno an arzh, ar c'hazh gouez hag ar c'havr, ouzh glann al lennoù-meur glas, sioul ha don o dourioù evel an oabl en devezhioù hañv.
Na zoken ur vi ne vefe roet war dermen da dud ’zo ; hemañ ’vat a ouie touellañ ur marc’hadour pe un ostizez, hag evit ar pezh a selle ouzh reiñ kaol d’ar c’havr ne gredan ket e vefe c’hoazh ganet e bar.
Tud ’zo hag a lavar : goro da c’harv [sic, c'havr] e-keit ma’z out yaouank, rak anez-se n’az po ket nemeur a laezh pa vi kozh.
Hervez giz ar vro, edod o kas d’an admiral profoù Abd-el-Aziz hag e niz, pacha Mogador : vioù e-leizh, boutegadoù frouezh mesk-ha-mesk, bananez, avaloù-orañjez, rezin, sitroñs, sukrin dourek, figez, gwestell, kouignoù, torzhoù bara ed-Indez gant bruzun alaman[d]ez, koumin ha greun roz-moc’h warno, deñved, girvi hag ur vuoc’hig gant kernioù hir-hir a veoge didruez, spouronet ken ma ’z oa gant tourni ar sonerien du.
Mots précédents
Mots suivants
Gavr