1. Plant geotennek, eus ar genad Lolium, a gresk e-touez an edeier hag a gej o greun gant o re.
Kalz a zreog zo hevlene e-touez ar gwinizh. Ur parkad kerc'h aet e dreog. Had dreog.
&
Ent strizh
Ar spesad Lolium temulentum.
An dreog a vez mezv ar saout hag ar c'hezeg diwarno.
2. Dre skeud.
Arouez an droug e-keñver ar mad dre zave d'ar Bibl.
Lakaat disparti etre an ed hag an dreog. Hadañ dreog pe c'hreun mat er c'halonoù.
3. Bezhin o anv spesad Cystoseira fibrosa.
Référence :
GON.II
pg draok, dréok (Ivraie, mauvaise herbe qui croît parmi le grain, particulièrement parmi le froment et le seigle. On prétend qu'elle enivre).