Pa veze brav an amzer, e-pad an hañv, ar besketaerien aet d’an aod, ar merc’hed ’ta bodennet, en o fluch en-dro d’ar wezenn, a deue, o stamm gante en o daouarn, pe o beskenn war o biz, un noade gwriat c’hloan entre o biz-meud hag o biz-yod, daou ha tri re leroù war o brec’h da zresañ, — da glevet an neventioù ; darn anezhe, klufaned ar re-mañ, a deue eno da welet, da selaou, ha dreist-holl, lañchennet mat, da gemer perzh er ragach.
Tra pe dra en dije atav da ober er bagoù : teuler dour eus luseo ar vag vras gant ar skop ; lakaat ar gouelioù, ar skoudoù, an drisoù da sec’hañ ; lardañ ar wern, ar stae, ar poleoù, astenn ar fard war ar bili evit o disgweañ ; divailhañ an drag pe ar sein evit o dresañ ; koltari, livañ ar vag vihan pe an hini vras.
Eno eo e devoa bet Marceau C. desket kaout pasianted er miz a-raok, rak an tamm stalikez fall a gamion a zo bet anv anezhañ, a oa bet klasket e zresañ. Ha dre amañ e chomas sac'het div pe deir gwech all, ha diwar an taol-se e voe divizet en em zizober dioutañ.
Gantañ [ar patron meur] e voe graet un dra ha ne vo ket tu da zresañ morse : klask a reas tec'hout diouzh an tabut gant ur c'harr-tan ha flastrañ a reas gar an den yaouank.
Ur pikol gwele daou zo enni, dreset kempenn.
A-drugarez d'ar stourm difeuls e c'haller termal ivez, koulz ha dresañ traoù a vefe bet graet a-dreuz.