Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
122
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

v.k.e. 1. Klask ober heñvel ouzh un den, ul loen bet gwelet, klevet. Drevezañ hopadenn ar gaouenn. Drevezañ mouezh fuloret ar skolaer. 2. Ober heñvel ouzh (ub.) evit e c'hoapaat. Drevezañ lidoù ur relijion. Ur rimadell savet da zrevezañ ul lizher diboell. DHS. marmouzañ, tailhañ, taneal. HS. dambreziñ. 3. Kemer patrom diouzh (ub., udb.). Ar merc'hed diwar ar maez a glask drevezañ dimezelled kêr.

Exemples historiques : 
4
Masquer la liste des exemples

drevezañ

1924
Référence : SKET.II p.126 « Geriadurig », "Imiter, contrefaire".

Na glask ket drevezañ ar re-all, nag en o gwiskamant, nag en o c’herzhed, nag en o emzalc’h, nag en o doare prezeg, mennozhiañ pe oberiañ. Na c’hoanta nag o c’heneilder, nag o meuleudi, nag o strakadoù-daouarn.

1924
Référence : SKET.II p.31

Da skouer, alies-tre e veze goulennet diganin displegañ un unangomz fentus a dreveze Le Roi s’amuse gant Viktor Hugo, ha da bep ar mare e teue din lavarout e pep seurt stumm ar gerioù Elle est morte, a ziflape e[-]giz un diskan.

1954
Référence : VAZA p.100

Gallout a reer adkemer prezegenn ar stourmerien, pe hini an enebourien, dirak an arvesterien, gant binvioù ar furlukined, da lâret eo ar fent hag an dreveziñ dreist pep tra.

2015
Référence : DISENT p55

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux