I.
Str.
1. Plant gouez dreinek, o anv spesad Rubus fructicosus, anezho korzennoù hir, a gresk er girzhier, er brouskoadoù, en douaroù fraost.
Mouar a reer eus frouezh an drez.
[1954] Abaoe ma'z eas va zad da anaon, netra nemet drez, spern ha linad ne ziwane el liorzh venniget-se [...].
HS. drein-red.
&
Divin.
Petra a dremen e-mesk an drez hep kaout droug ebet ? : - an heol hag an avel.
2. Trl. skeud.
Tremen a-dreuz drez ha spern : treuziñ ur prantad diaes.
&
Chom ouzh an drez : chom diechu, bezañ dilezet.
&
Lezel, teuler ouzh an drez : dilezel.
II.
H.g.
Gwial dizreinet ar plant-se end-eeun a implijer er c'hantennerezh.
Ur gest plouz segal gwriet gant drez.
Référence :
LDJM.1
pg buisson (d'espine), faisseau (de ronces)
bod drez
bot drez
1659
Référence :
LDJM.1
pg buisson (d'espine), faisseau (de ronces)
Kollet eo bet penn e neudenn gandhâ, hac ez eo chommet ouc'h an drez.
Collet eo bet penn e neudenn gandhâ, hac ez eo chommet ouc'h an drez.
1732
Référence :
GReg
pg fil (Il a perdu le fil de son discours, & a demeuré court.)
chomet eo ouc'h an drez
chommet eo ouc'h an drèz
1732
Référence :
GReg
pg (il a demeuré tout) court (à son sermon, il a manqué de mémoire)
Foetañ fank, ha fouetañ drez, / Eo micher ur paotr-lakez
Fouëta fancq, ha fouëta drez, / Eo micher ur pautr-lacqès
1732
Référence :
GReg
pg (battre les bouës, les halliers, c'est le métier d'un) estafier
Kollet eo e boell gantañ, hag ez eo chomet ouc'h an drez.
Collet eo e boell gandhâ, hac ez eo chommet ouc'h an drez.
1732
Référence :
GReg
pg fil (Il a perdu le fil de son discours, & a demeuré court.)
Kollet eo e neudenn gantañ, hag ez eo chomet ouc'h an drez.
Collet eo e neudenn gandhâ, hac ez eo chommet ouc'h an drez.
1732
Référence :
GReg
pg fil (Il a perdu le fil de son discours, & a demeuré court.)
chom ouzh an drez
chom ouc'h an drez
1732
Référence :
GReg
bourder (demeurer court, parlant d'un Prédicateur qui perd ses idées)
bod drez
bod-drez
1732
Référence :
GReg
pg buisson (toufe de petit bois, remplie souvent de ronces & d'épines)
Bodit an drez-se.
Bôdid ann dréz-sé.
1850
Référence :
GON.II
pg bôda (Mettez ces ronces en buisson).
drez
dréz
1850
Référence :
GON.II
pg dreizen ou drézen (Ronce, arbuste épineux. C'est aussi une crémaillère, instrument de cuisine. De plus, la grosse et principale arête d'un poisson. Pl.)
drez
dreiz
1850
Référence :
GON.II
pg dreizen ou drézen (Ronce, arbuste épineux. C'est aussi une crémaillère, instrument de cuisine. De plus, la grosse et principale arête d'un poisson. Pl.)
Re a zrez a zo aze, na dremenot ket.
Ré a zrez a zô azé, na dréménot két.
1850
Référence :
GON.II
pg drézen, dreizen (Il y a trop de ronces là, vous ne passerez pas).
An tammig prezeg-mañ, displeget gant furnezh, a voe tost da stagañ, a-zispilh ouzh an drez, pennad ar goulm skañvbenn, hag anez ma oa hedro, anez ma he doa c'hoant mont da welet ar vro, ne vije ket aet diouzh ar gêr.
Ann tammik prezeg-ma, displeget gant furnez, a voe tost da staga, a-zispill oc'h an drez, pennad ar goulm skanv-benn, hag anez m'oa edro, anez ma e doa c'hoant mont da welet ar vro, ne vije ket eat euz ar gear.
1867
Référence :
MGK
p18
Furnezh, skiant ha labour a ziskouez euzh kalon ; / Hag ar galon atav, gant merc'h fur da gentañ, / Ned aio birviken, mar gell, d'en em stagañ / Ouzh rokedenn reuget diouzh drez an hentchou don.
Furnez, skiant ha labour a ziskouez euz kaloun ; / Hag ar galoun atao, gant merc'h fur da genta, / Ne d-aio birviken, mar gell, d'en em staga / Oc'h rokeden reuget dioc'h drez ann hentchou doun.
1867
Référence :
MGK
p58
— « Hentchoù all zo e-leizh, hentchoù-treuz, ribouloù ; / Mar fell dit mont drezo e weli kalz roudoù / A zo aet en da raok. — Mar kerez, fistoulig, / Hep spegañ tamm en drez e vezi pinvidik. »
— « Hentchou all zo e-leiz, hentchou treuz, riboulou ; / » Mar fell d'id mont dre z-ho e weli kalz roudou / » A zo eat enn da-raok. — Mar kerez, fistoulik, / » Hep spega tamm enn drez e vezi pinvidik. »
1867
Référence :
MGK
p144
Galoupat a ra evel pa ve an tan war e lerc’h ; mont a ra dreist ar c’hleuzioù, a-dreuz ar c’haeioù dre-greiz an drez hag ar spern, dre al lann hag an drein ; ne sell ket ker pizh-se ouc’h e hent...
Galoupat a ra evel pa ve an tan var he lerc’h ; mont a ra dreist ar c’hleuziou, a dreuz ar c’haeiou, dre greiz an drez hag ar spern, dre al lann hag an drein ; ne zell ket ker pis-se ouc’h he hent...
1877
Référence :
EKG.I.
p.128
Krediñ a c’hellit ne raen ket un hent aes ; meur a wech e oa bet ribiñset va (dremm) bizaj ha va daouarn din, gant an drez hag ar spern, o vont dreist ar c’hleuzioù.
Kredi a c’hellit ne rean ket eun hent eaz ; meur a veach oa bet ribinset va (dremm) bisaich ha va daouarn dign, gand an drez hag ar spern, o vont dreist ar c’hleuziou.
1878
Référence :
EKG.II
p.22
Lammet a ris er park tostañ ha chom a ris eno da guzhet e-mesk ur vojenn drez.
Lammet a riz er park tosta ha chom a riz eno da guzet e-mesk eur vojenn drez.
1878
Référence :
EKG.II
p.136
— Adaqi a roas dezhañ kraoñ ha kraoñ-kelvez, flamboez ha sivi ; — Mouar (drez) hag irin, hiliber ha gregon.
— Adaqi a rôas d’ezan kraon ha kraon-kelvez, flamboez ha sivi ; — Mouar (drez) hag irin, hiliber ha gregon.
1923
Référence :
SKET
p.35
Ha betek en diabell-pellañ en em astennent dirazi, tagellus ha kerseüs, riblennet a spern hag a [z]rez, a zouaroù gwastet, a goadoù peurlosket gant an tan-kurun pe gant tanioù-gwall diwar zorn an den.
Ha beteg en diabell-pella en em astennent dirazi, tagellus ha kerseüs, riblennet a spern hag a drez, a zouarou gwastet, a goadou peurlosket gand an tan-kurun pe gant taniou-gwall diwar zourn an den.
1923
Référence :
SKET
p.79
Ar salioù-tronañ, kambr an teñzorioù, ar grignolioù a zo disto ha goullo ; enno e kresk an drez hag en em repu ar gouezed.
Ar saliou-trona, kambr an tenzoriou, ar grignoliou a zo disto ha goullo ; enno e kresk an drez hag en em repu ar gouezed.
1923
Référence :
SKET
p.15
Sioulik, gir da zen, Bilzig a glaskas, a gavas, a zidelias ur bodig drez ha ne viras nemet begig ar brank kalet ha leun a zrein.
Sioulik, gir da zen, Bilzig a glaskas, a gavas, a zidelias eur bodig drez ha ne viras nemet begig ar brank kalet ha leun a zrein.
Daoust da doull an nor bezañ hanter zismantret abaoe keid-all, ha bezañ kuzhet mat gant ar spern hag an drez, an hini a garfe furchal, a gavfe c’hoazh al liv anezhañ ; ha, me ’zo sur, a-benn disul all, ouzhpenn ur chaseour kurius a yelo di da welout.
Daoust da doull an nor bezañ hanterzismantret abaoe keid-all, ha bezañ kuzhet mat gant ar spern hag an drez, an hini a garfe furchal, a gavfe c’hoazh al liv anezhañ ; ha, me ’zo sur, a-benn disul all, ouzhpenn ur chaseour kurius a yelo di da welout.
1944
Référence :
ATST
p.44-45
Abaoe ma'z eas va zad da anaon, netra nemet drez, spern ha linad ne ziwane el liorzh venniget-se ; n'ouzon ket an tu da labourat douar, ne blij ket din ar vicher ha gant va gwreg ken pell 'zo klañv war he gwele, n'am beze ket amzer da blediñ gant ar seurt traoù.