Ha koulskoude, ar re-mañ a oa peizanted, da welout, ha re c'hros c'hoazh, gant togoù plat, chupennoù berr, bouteier didach ; mar bijent bet tud ar c'hêrioù, n'em bije ket kavet drol na ouijent ket a vrezhoneg mes ar re-mañ a oa reuzeudik a-walc'h, holl en teirvet pañsion, paouroc'h e oant, sur-mat, eget ar vrezhonegerien.
« Arsa, Lom, c’kwi [sic, "c'hwi"] a zo drol hiziv, ’vat ; gouzout a rit eo klañv hor moereb, klañv gant ar c’hleñved ha gant ar gozhni ; gouzout a rit ivez eo frailhet he c’halon gant ar glac’har abaoe m’eo bet beuzet Herri ; ha kas anezhi d’ar bed all, da lavarout eo, disammañ anezhi eus he foanioù, ne vefe ket un dra ken digristen-se. »
Mots précédents
Mots suivants
dron