Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. [1944] Pennad amzer. [1944] Goude un abadenn, e savas he fenn, hag e sellas adarre. HS. frapad, pennad. II. (db. obererezh an dud) A. 1. (dirak un av.) [1877, 1923, 1927, 2015] Prantad ma pleustrer war un obererezh bnk. [1877] Un abadenn c'hoari voulloù. [1923] Un abadenn dornañ. [1923] An abadennoù-se dibaouez c’hoari diñsoù pe wezboell, ma kas enno didalvez-kaer gwazed kadarn, kreñv ha meizek, ar pep gwellañ eus o amzer. [1931] Abadenn emgannata. [1944] Lom a reas un abadenn grozal. [2015] stourmerien Ai'ta! e ti-post Gwengamp da geñver un abadenn pegsuniañ. 2. (dirak ur v. pe un ak.) [1927] Prantad, berr ha dic'hortoz alies, zo dezverket gant un obererezh bnk. [1927] Abadenn rendael. 3. (dirak un ak.) [1927] Prantad zo dezverket gant un anadenn bnk. [1927] Abadenn blijadur. & Abadenn noz : abadenn sonerezh, gant kanoù a-wechoù, a veze graet da noz dindan prenestr ub. - hini ur vaouez karet prl. - evit e enoriñ pe e ziduiñ. B. (db. ar c'hoarioù, an arvestoù, ar skingomz, ar skinwel) 1. [1927, 1931, 1944, 1985] Prantad termenet strizh eus un obererezh bnk. [1931] Lakaat berv, buhez, fiñv, herr en abadenn. [1944] Ha kanet e voe sonioù e brezhoneg da glozañ an abadenn. [1985] Un nebeud devezhioù goude ma oan krog da ergerzhout ar vro-se, em boe tu da welout, e keriadenn Evare-Doule, unan eus ar c'haerañ abadennoù dañs a oufed gwelout er Gabon. 2. Trl. (db. ar sonerezh) Kanañ un abadenn : kanañ un heuliad kanaouennoù. & Koroll un abadenn : ober ur gorolladenn en he fezh. C. Trl. estl. (db. an darempredoù kenwerzhel) [1927, 1931] Graet (eo) an abadenn ! : tonket eo ar marc'had. III. (db. ar plegennoù m'en em gav an dud) A. [1877, 1931, 1944] Prantad bec'h en devez un den gant ub., udb. [1877] — Gwazed a galon oc’h, en em virit evit ur wech all. Houmañ eo an abadenn gentañ deomp gant ar republikaned, mes n’eo ket an diwezhañ, pe Kerbalaneg a varvo a-barzh nebeut. [1909] Tomm eo bet an abadenn : diaes eo bet an traoù. [1931] Gwall abadenn. [1944] Hon tud a guitaas Gwengamp d'abardaez hag an abadenn gentañ a zeraouas adalek 6 eur. [1960] Gwashoc'h hiriv an enkadenn / Deut d'am eren gant he chadenn / Hag am zaol e gwall abadenn. [1960] Gant da geinvan ehan, bugel, / Ha mir kabestr, kentr ha sugell. / Ma skiant-vat a ziskouez din / Petra da ober hag er grin. / Foei d'ar breud ha d'hon abadenn, / Laka fin da'z klemmuskadenn ! [1960] Ma disaouzanañ [,] te 'ray krenn / Pe an abadenn a vo tenn. & Goude-se e vo un abadenn all ! : ur prantad kalz startoc'h eget ar pezh a oa bet a-raok. & Trl. estl. Pebezh abadenn ! : pebezh prantad bec'h ! HS. barrad, kaouad, reuziad. B. Dre ast. 1. Tra diaes d'ober, kudenn diaes da ziluziañ. Un abadenn eo diskouez d'an dud int faziet. & Trl. estl. An dra-se zo un abadenn all ! : ur gudenn disheñvel, kalz diaesoc'h da ziluziañ. & (impl. hep g.m.) Poan. Gant ar seurt-mañ avat e vije abadenn. 2. Kaout, pakañ un abadenn gant ub., udb. : kaout bec'h gantañ e-pad ur prantad. 3. Enkadenn. En em sachañ diouzh un abadenn. C. Trl. 1. (db. stad an traoù) [1931] Echu, graet an abadenn : re ziwezhat eo evit ober tra pe dra ouzhpenn. & Diw. vousgoap., A-WECHOÙ. [1931] Ne vo ket hir, pell, ne voe ket hir, pell an abadenn : ne bado ket pell, ne badas ket pell an traoù. 2 (db. stad an dud) Sklaer eo e abadenn : ne c'hall mui ober netra evit en em ziluziañ. & Ne vo ket hir e abadenn : a-barzh pell ez in dezhañ evit e gastizañ. IV. (db. an darvoudoù) 1. [1867] Degouezh eus buhez ub., rann eus e vuhez dezrevellet gant ub. all. [1867] Pell a zo emaoc’h o c’houlenn digant Yann Pennorzh kontañ deoc’h e vuhez : Mat, setu amañ un abadenn eus e yaouankiz ; diwezhatoc’h, marteze, e konto deoc’h abadennoù e gozhni. 2. [1980] Gwall zegouezh. [1980] Ar re-mañ eta, a oa deuet, nec'het un tamm anezho, oc'h en em c'houlenn penaos e trofe an abadenn ar wech-mañ. Neuze e c'hoarvezas un abadenn all. DHS. gwallzarvoud. 3. [1877, 1944] Degouezh dibar, diaes pe dudius. [1877] Houmañ a voe un abadenn / Gwelet anezho holl oc'h ober dezhañ 'l lez. [1944) A ! pebezh abadenn an diaoul neuze, d’an eur-se eus an deiz, war vord ar stêr !

Exemples historiques : 
32
Masquer la liste des exemples

Houmañ a voe un abadenn / Gwelet anezho holl oc'h ober dezhañ 'l lez.

1867
Référence : MGK p63

Pell a zo emaoc’h o c’houlenn digant Yann Pennorzh kontañ deoc’h e vuhez : Mat, setu amañ un abadenn eus e yaouankiz.

1877
Référence : EKG.I. p.1

Diwezhatoc’h, marteze, e konto deoc’h abadennoù e gozhni.

1877
Référence : EKG.I. p.1

Neuze an Aotrou de Kerbalaneg a lavaras deomp : — Gwazed a galon oc’h, en em virit evit ur wech all. Houmañ eo an abadenn gentañ deomp gant ar republikaned, mes n’eo ket an diwezhañ, pe Kerbalaneg a varvo a-barzh nebeut.

1877
Référence : EKG.I. p.288

An dra-se ne raje netra ; n’eus forzh petra ' vije ; ar maer a c’helle lavaret d’an Aotrou Person peseurt "chap" da lakaat da Sul, war beseurt ton kanañ ar "C’hirie eleison"... Ha da c’housperoù ma'n divije mall ar maer da vont da ober ur "barti domino", pe un abadenn c’hoari-voulloù, e vije barnet ar person, pe vije kontant pe ne vije ket, da ganañ un tamm "Laudate", rak berroc’h eo eget an "Exitu Israel"...

1877
Référence : EKG.I. p.6

Ker buan ar soudarded en em lakeas da glask. Ne voe ket pell an abadenn. Unan anezho a grias : — Emañ-eñ amañ ! emañ-eñ amañ !

1878
Référence : EKG.II p.144

Tomm eo bet an abadenn

1909
Référence : BROU p. 429 (Tomm ; se dit aussi au sens figuré : Tomm eo bet an abadenn, l'affaire a été chaude)

Un abadenn dornañ

1923
Référence : SKET p.153, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) »

Ne weled ket eus an evadegoù-se ma ev an den enno, diezhomm ha disec’hed, ma tiskianta diwar re-gofad, ma ruilh e-kreiz uloc’h ha pri, o tiskenn izeloc’h eget loened-mut ; n’oa ket eus ar banvezioù hir-didermen m’en em stanka enno kengouvidi diemzalc’h, ez varlonk ha lous evel moc’h dirak laouiri pourveziet-leun ; nag eus an abadennoù-se dibaouez c’hoari diñsoù pe wezboell, ma kas enno didalvez-kaer gwazed kadarn, kreñv ha meizek, ar pep gwellañ eus o amzer.

1923
Référence : SKET p.69

Tomm eo bet an abadenn.

1923
Référence : SKET p.153, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "L’affaire a été chaude".

abadenn

1927
Référence : GERI.Ern pg abadenn (affaire, besogne, partie de ; aventure, action imprévue et de peu de durée)

abadenn blijadur

1927
Référence : GERI.Ern pg abadenn (partie de plaisir)

abadenn dornañ

1927
Référence : GERI.Ern pg abadenn (battage, la durée d'un battage)

abadenn rendael

1927
Référence : GERI.Ern pg abadenn (un isntant de contestation, réplique querelle)

ne voe ket hir an abadenn

1931
Référence : VALL pg (l')affaire (ne fut pas longue ; nuance ironique)

lakaat herr, fiñv, berv, buhez en abadenn

1931
Référence : VALL pg animer

graet an abadenn

1931
Référence : VALL pg (l')affaire (est faite ; nuance ironique)

abadenn emgannata

1931
Référence : VALL pg assaut

gwall abadenn

1931
Référence : VALL pg (mauvaise) affaire (échauffourée)

A ! pebezh abadenn an diaoul neuze, d’an eur-se eus an deiz, war vord ar stêr ! Satanaz e-unan o vlejal e-leizh an ifern n’en dije ket graet muioc’h a drouz eget Lom o hopal er vag : — « Sikour ! Sikour ! Sikour din ! Beuzet e vin. O ! o ! »

1944
Référence : ATST p.108

Hon tud a guitaas Gwengamp d'abardaez hag an abadenn gentañ a zeraouas adalek 6 eur.

1944
Référence : EURW.1 p32

Ha kanet e voe sonioù e brezhoneg da glozañ an abadenn.

1944
Référence : ARVR Niv. 165

Goude un abadenn, e savas he fenn, hag e sellas adarre.

1944
Référence : ATST p.52

Lom a reas un abadenn grozal : — « Amañ », emezañ, « ne c’hell ket unan diskuizhañ e begement ; bremaik e vezo ret labourat bemdez ha bemnoz evit plijadur ar merc’hed ! »

1944
Référence : ATST p.70

Gwashoc'h hiriv an enkadenn / Deut d'am eren gant he chadenn / Hag am zaol e gwall abadenn.

1960
Référence : PETO p39

Gant da geinvan ehan, bugel, / Ha mir kabestr, kentr ha sugell. / Ma skiant-vat a ziskouez din / Petra da ober hag er grin. / Foei d'ar breud ha d'hon abadenn, / Laka fin da'z klemmuskadenn !

1960
Référence : PETO p19

Ma disaouzanañ [,] te 'ray krenn / Pe an abadenn a vo tenn.

1960
Référence : PETO p47

Ar re-mañ eta, a oa deut, nec'het un tamm anezho oc'h en em c'houlenn penaos e trofe an abadenn ar wech-mañ.

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 4

Un nebeud devezhioù goude ma oan krog da ergerzhout ar vro-se, em boe tu da welout, e keriadenn Evare-Doule, unan eus ar c'haerañ abadennoù dañs a oufed gwelout er Gabon, met ne 'm eus ket bet tro, gwir eo, da welout ar "bwiti", dañs sakr ar wazed, nag an "njembe", dañs sakr merc'hed ar gouennoù all.

1985
Référence : DGBD p74

Bezit seven, doujus met dibleg evel bepred : anavezout a rit ar gwirioù ho peus hag e-kreiz an abadenn oc'h[emaoc'h]-c'hwi memestra !

2015
Référence : DISENT p172-173

An akordonour enbroet, en e sav dindan baled ur stal traolioù evit an ti, en deus paouezet a seniñ hag a sell ouzh an abadenn.

2015
Référence : EHPEA p15

Ken pounner hag ur c'horf marv. Peadra da reiñ bec'h d'an archerien ha da gaout poltredoù brav - stourmerien Ai'ta! e ti-post Gwengamp da geñver un abadenn pegsuniañ.

2015
Référence : DISENT p52

Note d'étude

Ur souezh eo gwelet n'en em ziskouez ket ar ger-mañ - anavezet dre holl er brezhonegva hag implijet kement gant ar vrezhonegerien hiziv - er skridoù a-raok eil hanterenn an XIXvet kantved. N'e gaver nag er C'hatolicon, nag e geriadur an Tad Maner, na gant Gregor Rostrenn na kennebeut all gant ar Gonideg.

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux