Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

Kementad hiniennoù pe elfennoù bodet start pe startoc'h. Un druilhad dilhad. Un druilhad bugale a-istribilh ouzh da zavañjer. Un druilhad alc'hwezioù : ur strobad alc'hwezioù liammet kenetrezo. [1954] [...] ha d’o heul un druilhad krennardezed, gwisket ganto dilhad o fask kentañ [...]. [1955][...] un druilhad menec’h foutouilhek ha kailharet[-]meurbet, ha dezho peb a voned begek e voulouz ruz-mouk gwintet war o c’hrewichenn [...]. HS. duilhad, tropad.

Exemples historiques : 
8
Masquer la liste des exemples

en un druilhad

1732
Référence : GReg pg confusément (sans ordre, pêle-mêle)

Ha gant un druilhad bugale a-zistribilh eus da zavañjer ! a adlavare an tad.

1925
Référence : BILZ2 p.150

druilhad

1931
Référence : VALL pg amas

Hag evit gwir adal ar Sul war-lerc’h e krogis gant an abadennoù er porzh a-dreñv ; diredet e oa eno un druilhad tud, un tri-c’hant bennak d’an nebeutañ, martoloded kozh ha yaouank gant kerent ha keneiled, paotred, merc’hed ha bugale eus Brest, Rekourañs ha Kerber.

1954
Référence : VAZA p.85-86

Gwechall, pa oan war va studi er skolaj, d’an naontek a viz Mae e tirede holl barrezioù ar c’horn-bro, ha ne gomzan ket eus un dornad saverien-o-fri e sell d’arvestiñ ouzh ar prosesion war lein ur c’hleuz en ur vandrouilhat gwestell hag avaloù-oranjez, met eus ar parrezioù a-bezh o kanañ ken ma findaone war lerc’h person ha kure, hag er penn-araok ar chasgeu, ar c’hroazioù lugernus gant kleier munut e-pign outo, un drapell a bep seurt liv o fraoñval a-us da bep bugel, hag evel-just ur bern bannieloù : darn, ar re skañv a-walc’h, douget gant plac’hed yaouank, ur gatiolenn war o fenn hag en gwenn-erc’h penn-da-benn, ha d’o heul un druilhad krennardezed, gwisket ganto dilhad o fask kentañ ; bannieloù all, seiz pe voulouz, gant gwragez Breuriezh ar Rozera, un toullad mat anezho hag ivez en gwenn, ha d’an diwezh ar bannieloù bras, kaeroc’h an eil eget egile, ha pounner, va Doue, pe bounneroc’h.

1954
Référence : VAZA p.52

druilhad

1954
Référence : VAZA p.191 geriou tregeriat rik (druilhad : ur bern traoù pe ur bern tud).

Ha pebezh kemm, kwita, adal ma tegouezher war harzoù Bro-C’hall ; lammat a ra neuze en tren un druilhad fardilhoned divergont, maltouterien ha me oar, c’hwiltouzed rok ha difurlu, gant ur bechad sigaretezenn didan peget ouzh o beg, hag i o harzhal : « Alorss ! bon Dieu, les passeports, la d’dans, et que ça saute !... »

1955
Référence : VBRU p.30

[...] ur beleg diwar ar maez gant e bennad-blev plañsonet e-giz ar c’hrennardezed, ur poupig e-pign outañ war bleg e vrec’h hag ur bugelig all krog start e soutanenn c’hlas-pour e dataig ; un druilhad menec’h foutouilhek ha kailharet-meurbet, ha dezho peb a voned begek e voulouz ruz-mouk gwintet war o c’hrewichenn ; bugale ar skol, tammoù kañfarded heñvel-bev ouzh soudarded vunut gant o heuzoù verniset, o mantell a-liv gant al ludu ha war o chouk ar sac’h-broc’h ma klenkent ennañ o levrioù ; ul leanez o kestal gant ur c’hefig houarn gwenn, ul loudourenn a blac’h, divergont a-walc’h adal na veze lakaet netra en he chipot.

1955
Référence : VBRU p.48-49

L'Office public de la langue bretonne