Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

I. Doar./Stn. 1. (db. an oberoù, an traoù) Termen a dalvez da c'heriañ eo bet kaset an ober-mañ-ober da benn, eo bet peurc'hraet an dra-mañ-tra. Echu eo da labour ganit ? Echu eo ganit ? Echu eo an ti. Echu eo ma c'hanaouenn. 2. Paouezet, lakaet un dibenn dezhañ. Echu eo an trouz. Echu eo ar c'hoari ! & Trl. Echu ( eo) an abadenn*. 3. (db. ar pennadoù amzer pe an darvoudoù a bad) Deuet d'e zibenn, tremenet penn-da-benn. Echu eo an devezh. N'eo ket echu ar gouel. 4. (db. ar c'hementadoù traoù fetis) Bevezet penn-da-benn. Echu eo ar soubenn. II. Stn. 1. Dre skeud. (goude un ak. a dalvez da aroueziñ ur perzh fall) Eus ar re washañ. Ul laer echu. HS. daonet, pomet, touet. 2. (goude un ak. a dalvez da aroueziñ ur pennad amzer) Leun, klok. Adalek Kerzu betek Ebrel echu. Naontek vloaz echu on. III. Doar. A. (rener : anv tud) Bezañ echu gant udb. : bezañ kaset an dra-se da benn. Echu on gant ma labour. & Ent krenn Echu oc'h-c'hwi ? B. Dre skeud. 1. (db. an dud) Bezañ echu gant ub. : bezañ en ur stad fall-tre. 2. Dre skeud. (db. an traoù) Kollet, didalvoud. Pa vez glav e-giz-se e vez echu an devezh. IV. Adv. Dre skeud., pemdez (goude un ag.) Kenañ. Ul lizher brav-echu. Un den fall-echu. HS. eston, meurbet, spontus. V. Estl. Ger a zistager evit goulenn digant ub. paouez gant ur gaoz, un trouz, h.a. Echu ha peoc'h !

Exemples historiques : 
30
Masquer la liste des exemples

achiv

1499
Référence : LVBCA p16 (fini, complet ou accompli)

achiv-fournis

1499
Référence : LVBCA p16, 79 (entier)

echu

1732
Référence : GReg pg accompli, fait (achevé)

echu

1732
Référence : GReg pg accompli

echu, echuet eo an termen

1732
Référence : GReg pg (le terme est) expiré

echu

1732
Référence : GReg pg accompli

un afer achu eo kement-se

1732
Référence : GReg pg (c'est une affaire) conclue

M’en doa c’hoant da gaout arc’hant, e rae gant an Noblañs marc’had c’hwec’h miz, bloaz, daou vloaz hag ouc’hpenn, ha, pa veze achu e amzer, e teue d’ar gêr, evel ma teu bremañ ar mevel eus a di e vestr pa vez achu e vloaz.

1877
Référence : EKG.I. p.260-261

Un dervezh, war-dro teir eur goude kreisteiz, an Aotrou de Kermenguy a c’halvas d’e gaout, d’e gambr, el lec’h n’oa nemetañ e-unan, e vab n’en doa ket c’hoazh ugent vloaz achu.

1877
Référence : EKG.I. p.19

Achu an oferenn ; mes a-raok mont an eil diouc’h egile, a-raok en em zispartiañ, an dud kalonek a gan c’hoazh ar c’hantik-mañ evit trugarekaat Doue eus e vadelezhoù en o c’heñver : Meulomp Doue bep eur, / Eñ a ra hon holl [v]oneur. [...]

1877
Référence : EKG.I. p.100-101

Mat, achu e lizher hag e lavar din ne chomo ken em mereuri ma ne ran ket outañ a lizher-ferm, rak aon en deus, mar chomfe dilizher, da vezañ taolet er-maez gant e wreg hag e vugale pa soñjo nebeutañ.

1877
Référence : EKG.I. p.92

Goude ma oa achu ganeomp hor pedennoù, Per a lavaras din : — Yann, ha n’hoc’h eus ket gwelet un tamm sklerijenn o para warnomp e-pad m’edomp o lavaret hor pedennoù ?

1877
Référence : EKG.I. p.75

Er bloaz-mañ, da c’houel-Yann, en devezo ur bloaz ha kant achu.

1877
Référence : EKG.I. p.27

Setu achu evito er bed-mañ. Ra blijo gant Doue ankounac’haat o gwalloberoù, kaout truez outo er bed all ha reiñ dezho lod en e varadoz !!!

1878
Référence : EKG.II p.99

achiv

1904
Référence : DBFV pg achimant (fini)

Hag he mabig ?… Da zez an eured, ar bugel en devoa e zaou vloaz echu.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.811 (Miz Genver 1924)

Bremañ echu eviti an dienez, an dristidigezh.

1925
Référence : BILZ2 p.177

echu

1931
Référence : VALL pg achevé

gwin echu

1931
Référence : VALL pg (vin d')accomplissement

N'eo ket echu c'hoazh an adsavadenn-se, e pleg-mor Botnia dreist-holl, ma uhela an douar a 1 metr bep 100 vloaz, ar pezh a zo herrek-meurbet.

1943
Référence : TNKN p50

Hag amañ emañ echu istor an ti satanazet, degouezhet e Lotei hanter-kant vloaz ’zo. ECHU

1944
Référence : ATST p.133

Evel-se, pa voe echu da'm retorik e 1897 e oan aet da dremen ma arnod kentañ a vachelour hag e lakais souezhet-bras an aotrou Loth, azezet ouzh e gador enseller, en ur zibastellañ un nebeut frazennoù kembraek dezhañ...

1944
Référence : EURW.1 p61

En em glevout a ris eta gant daou gamalad, echu ganto o studi e kolaj Sant-Charlez a-gevret ganin, Ernest Mège, eus Sant-Martin-Montroulez, hag Emmanuel de Poulpiquet, eus Kemeneven, da vont da ober « Tro Vreizh ».

1944
Référence : EURW.1 p73

— « Goude ? Goude ? eme Job, goude n’eus netra ebet ken. Fin ’zo d’an istor ; echu tout.

1944
Référence : ATST p.48

Ma vije bet daou Job e Lanurgad, e vije bet echu ar c’hoari mil bell ’zo.

1944
Référence : ATST p.94

Koulskoude, kozhañ 'reas, chom a reas dizimez ; ne oa na merc'hetaer na friant, ur paotr dezhañ e-unan, ne gare nemet lenn, labourat, studi, ur paotr pizh, o tastum gwenneg ha gwenneg peadra da brenañ ur garg noter, pa vije achu e c'hwec'h vloaz komis.

1944
Référence : EURW.1 p11

Ober a reas ar bederez ur pikol sin ar groaz a voe echu ganti dre ur pok d’he biz-meud, hervez giz Spagnoliz (…).

1949
Référence : SIZH pp.37-38

Hor c'has a reer goude dre balez ar Sultan, ha goude treuzet al liorzhoù dispar, setu ma hol lakaer da ober tro kêr adarre ; e-touez an tiez bras uhel ha gwenn e c'heller c'hoazh gwelout tachennadoù goullo o reiñ da anaout ne deo ket c'hoazh echu al labour sevel.

1985
Référence : DGBD p13

Marteze peogwir emaomp etre an div. Etre luziasenn girri ar beure hag a zo echu ha hini an enderv ha n'eo ket krog c'hoazh.

2015
Référence : EHPEA p17

Ur wech kadarnaet ez eo posupl kas ho raktres da benn hag ur wech ho peus echu gant ar senario hag an dafar, e ranker kregiñ da duta stourmerien a sikouro en obererezh.

2015
Référence : DISENT p86

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux