I.
1. [1499, 1576, 1659, 1732, 1850, 1931] Boud bev n'emañ ket perzhioù mab-den en e gerz.
[1499] Aneval a zaou gorn. [1499] aneval gouez. [1499] karvan aneval.
[1576] Neuze Santez Katell pehini a yoa en oad a seitek bloaz pan oa en he falez, karget a bep pinvidigezh hag a servijerien, merc'h unik 'de' [a] dad ha 'de' [a] vamm, pan glevas ar bruit hag ar c'hri a edoa gant bep seurt anevaled pere a brezanted evit o sakrifiañ, hag ar joa a rae ar re a gane inkontinant ez kasas ur mesajer evit enklask, petra oa an dra-se.
[1659] E-tailh d'un aneval.
[1732] An den a zo un aneval rezonapl. [1732, 1927] Aneval mut, anevaled mut. [1732] An anevaled doñv. [1732] Ar c'hi-dour, al leue-vor a zo anevaled pere a vev en dour ha war zouar. [1732] Buhez an anevaled. [1732] Servalloù anevaled. [1732] Digeriñ ha didroc'hañ korf un aneval. [1732] Soublaat anevaled amjestr. [1732] An ene a ra buhez an den pe buhez an aneval.
&
[1732] E-c'hiz da un aneval : en un doare rust.
&
[1732] Aneval plaouiet gant ar bleiz : bet taget ha gloazet gant ar bleiz.
&
[1732] Foetañ gant anevaled. [1732] Touch an anevaled : reiñ taolioù skourjez war o gorre.
2. [1499, 1732, 1850, 1867, 1927] Anv a dalvez da envel rummadoù eus ar boudoù-se, doñv prl.
[1499] Aneval a zaou gorn : aneval daou gorn dezhañ
[1732] Aneval karnek, eneval karnek : aneval zo karn e beg e dreid.
[1732] Anevaled karnek.
[1732] Aneval dourek : aneval a vev en dour.
[1850] Un aneval daoudroadek : a ya war daou droad.
[1732] Aneval pevarzroadek, [1850] anevaled pevarzroadek, [1867] an anevaled a bevar droad : a ya war pevar fav.
[1867] Kant tra all a dleer da ober : kemeret kentel a-wechoù digant an anevaled a bevar droad, digant al laboused hag al loenedigoù eus ar re vunutañ zoken, digant ar wenanenn; - digant ar gelienenn ne lavaran ket, o vezañ ma labour eviti he-unan.
[1732] Aneval bailh : aneval ur bailh dezhañ war e dal.
[1732] Anevaled an ti, [1850] an anevaled doñv : al loened a vez an den war o zro evit e zudi peotramant tennañ e vad eus o nerzh pe eus o ferzhioù dezhe.
&
DISPRED
[1732] Aneval kigus : loened kigdebrer ha dre skeud., an dud dislangour, lontek.
&
Ent resis
[1732] An anevaled : ar chatal.
&
[1732] Asortamant anevaled : tenn loened da stlejañ ur c'harbed bennak.
&
Aneval-kezeg : loen-kezeg.
Aneval-korn : loen-korn.
II.
Dre zismeg.
[1732] Den gros pe dispered.
[1732] Enevaled.
Bremañ e c'hallez, aneval, reiñ holl da galon d'ar joa.
III.
Dre skeud., RELIJ
[1732] Den lik, troet war plijadurezhioù ar bed enebet ouzh re an neñv.
[1732] Ne c'haller ket bevañ bremañ e baradoz ar c'hig gant an anevaled, ha tremen goude-se da varadoz ar spered gant an aelez.
Référence :
LVBCA
p14, 23, 50, 122 (tout ce qui a deux cornes)
aneval gouez
aneual goez
1499
Référence :
LVBCA
p23, 85 (beste sauluaige)
Neuze Sanktez Katell pehini a yoa en oad a seitek vloaz pan oa en he falez, karget a bep pinvidigezh hag a servijerien[,] merc'h unik d'he zad ha d'he mamm : pan glevas an brud hag an c'hri a edoa gant bep seurt anevaled pere a brezanted evit o sakrifiañ, hag an joa a rae an re a gane inkontinant ez kasas ur mesajer evit enklask, petra oa an dra-se.
neuse sanctes Cathell peheny a yoa en oat a seitec bloaz pan oa en he pales, carguet a pep pinvidiguez hac a seruigeuryen merch vnic de tat ha de mam: pan cleuas an bruit hac an cry a edoa gant pep sceurt aneualet pere a presentet euit ho sacrifie, hac an ioae a groae an re a cane incontinant ez caças vn messager euit enclasc, petra oa antrase.
1576
Référence :
Cath
p5
e-tailh d'un aneval
e taill d'vn aneual
1659
Référence :
LDJM.1
pg (e) taill (d'vn aneual)
aneval
1659
Référence :
LDJM.1
pg animal, aneval
anevaled
anevalet
1659
Référence :
LDJM.1
pg animal
An ene a ra buhez an den pe buhez an aneval.
An ene a ra, buëz an dèn, pe buëz an aneval.
1732
Référence :
GReg
pg forme (L’âme est la cause formelle de la vie.)
an anevaled
1732
Référence :
GReg
pg animal (Les animaux domestiques, tant chevaux, toutes bêtes de somme, brebis, pourceaux, que bêtes à cornes.)
An den a zo un aneval rezonapl.
An dèn a so un aneval résounapl.
1732
Référence :
GReg
pg animal (L'homme est un animal raisonnable.)
aneval
1732
Référence :
GReg
pg animal (ce qui a une ame & des sens), animal (irraissonnable)
aneval karnek
aneval carnec
1732
Référence :
GReg
pg animal (Animal qui a de la corne aux pieds.)
Référence :
GReg
pg carnacier (ere. Et se dit des animaux farouches, des oiseaux de proye & des hommes goulus)
servalloù anevaled
cervallou añevaled
1732
Référence :
GReg
pg cervelle (terme qui se dit au propre des bêtes)
Ne c'haller ket bevañ bremañ e baradoz ar c'hig gant an anevaled, ha tremen goude-se da varadoz ar spered gant an aelez.
Ne alleur qet beva bremañ ê barados ar c'hicq gand an anevaled, ha trémen goude-ze da varados an spered gand an aelez.
1732
Référence :
GReg
pg contentement (On ne peut pas avoir ici-bas les contentements charnels & mondains, & les véritables contentemens dans l'autre monde)
aneval karnek
aneval qarnecq
1732
Référence :
GReg
pg corne (Animal qui à de la corne aux pieds.)
anevaled karnek
anevaled qarnecq
1732
Référence :
GReg
pg corne (Animal qui à de la corne aux pieds, p.)
Référence :
GON.II
pg anéval (animal à quatre pieds).
Kant tra all a dleer da ober : kemeret kentel a-wechoù digant an anevaled a bevar droad, digant al laboused hag al loenedigoù eus ar re vunutañ zoken, digant ar wenanenn; - digant ar gelienenn ne lavaran ket, o vezañ ma labour eviti he-unan.
Kant tra all a dleer da ober : kemeret kentel a-wechou digand ann anevaled a bevar droad, digand al laboused, hag al loenedigou euz ar re vunuta zo-ken, digant ar wenanen; - digand ar geillenen ne lavarann ket, o veza ma labour evit-hi he-unan.
1867
Référence :
MGK
Rakskrid XII
Daoust gant petra e ve groet ar "fosfor" ? Gant eskern anevaled : Be[z]añ zo oc'h ober eskern un aneval, daou danve[z] kentañ : ar fosfor hag ar ra. Fosfat-ra a ve[z] groet eus ar seurt meskailhez-se.
Daoust gant petra e ve groet ar "fosfor" ? Gand eskern anevaled : Bean zo oc'h ober eskern eun aneval, daou danve kentan : ar fosfor hag ar ra. Fosfat-ra a ve groet euz ar seurt meskaillez-ze.
1898
Référence :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1
furmoù den pe aneval linennekaet
furmou den pe aneval linennekaet
1923
Référence :
SKET
p.183, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "(VII, 15) des formes humaines ou animales stylisées".
[...] ha, p’o dije c’hoant kerent pe berc’henn ar vugale da zibriñ gad pe c’honifl, penaos stignañ antell pe las er [girzhier] dre belec’h e tremene an anevaled gouez.
[...] ha, p’o dije c’hoant kerent pe berc’hen ar vugale da zibri gad pe c’honifl, penôs stigna antell pe las er c’hirjer [sic] dre belec’h e tremene an anevaled gouez.
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)
Ar c’hi — Job e hanv — anaoudegezh vras da Jañ Glaudadig, a deuas d’e gaout, hag a c’houlennas digantañ — d’ar c’houlz-se an anevaled a gaozee, abaoe mut int deut da vezañ : « — Da belec’h ec’h ez-te, Jañ Glaudadig ?
Ar c’hi — Job e hano — anaoudegez vras da Jan Glaudadig, a deuas d’e gaout, hag a c’houlennas digantan — d’ar c’houlz-ze an anevaled a gôzee, abaoe mud int deut da vea : « — Da belec’h ec’h ez-te, Jan Glaudadig ?
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 41, p.945 (Mae 1924)
« Dalc’het mat en deus ar bleiz e le : abaoe an anevaled all a zo chomet en ti dilezet gantañ ! »
« Dalc’het mat an neus ar blei e le : abaoe an anevaled all a zo chomet en ti dilezet gantan ! »
Lezomp, avat, a gostez [a-gostez] loened hag anevaled, pa n’eus hini ebet anezho em istor, ha gwelomp pelec’h omp degouezhet pelloc’h.
1944
Référence :
ATST
p.9
Note d'étude
Merzout a reer eo emdroet an droienn "aneval (pe loen) mut" a-fet ster. E 1732 eo komprenet evel ul loen daskirier pevar droad dezhañ. Ouzhpenn-se, ar gomz a zo kontet evel perzh ar poell, ar pezh a lak kemm, evit ar vrezhonegerien, etre al loened hag an dud. Diwezhatoc'h avat, e 1927, e teu an droienn-mañ da vezañ implijet evit ober anv eus un den ganus.
===========================================
E-pad meur a gantved e kaver kevezerezh etre daou zoare morfologel d'ober gant rummadoù savet diwar "aneval". An hini kentañ eo "aneval a + a.k." evel er C'hatolicon (1499), "aneval a daou gorn" pe "aneval a bevar droad", evel e Marvailhoù gwrac'h kozh gant Milin (1867). An eil a ra d'an anv-kadarn bezañ doareet gant un anv-gwan : aneval pevarzroadek (1732, 1850).
Étymologie
Termen predenek : Kbg "anifail", Kvg "enyval".
Ger amprestet abred digant al latin, diwar ur stumm da "animal", "animalium" hervez Haarmann (1973). Ur blotadur diabarzh m > v zo c'hoavezet da-heul.