I.
(db. al loened)
[1924, 1985] Organ kroc'henek a dalvez d'ar pesked ha da loened dour all da chom stabil en dour ha d'en em embreger ; organ an neuñverezh.
[1924] An dour a skoent gant o lostoù hag o angelloù ledan-iskis.
[1985] Heñvel int ouzh diaouled da welout gant o daoulagad vras deut er-maez eus o fenn, ken gwazh ha kerniel, o angelloù dreinek, unan savet a-bik war o c'hein, ha div all vihanoc'h a bep tu.
Angell lost, angell gein, angell c'houzoug, angell vrenk, angell vegel. Angelloù ar morviled hag ar reuniged.
HS. askell.
II.
A. Dre heveleb.
1. (db. ar bigi-dre-lien)
Pezh prenn lem-laka a dreuz strad ar vag hag a dalvez dezhi da zelc'her eeun gant he hent.
2. (db. ar milinoù)
[1929] Pezh prenn balirek ouzh ur rod-vilin a dalvez da lakaat ar rod da dreiñ a-drugarez da lusk an dour-red a gouezh warnañ.
[1929] Dirak an annez-mañ e red didav, noz-deiz, en ur leñvañ hag en ur hiboudiñ war un ton hiraezhus ha klemmvanus, dour eonennet richer Pourpri (pe Poulpri, mar bez gwell ganeoc'h), goude bezañ en em silet dre angelloù prenn rod vras ar vilin gozh he mogerioù iliavek.
B. Dre ast. (db. an aod)
Riblennad traezh etre ar c'herreg na c'haller mont drezi nemet pa vez izelvor.
Un angell eo er mor izel. Un angell ne vo ket d'ar marvor.
An dour a skoent gant o lostoù hag o angelloù ledan-iskis.
An dour a skôent gand o lostou hag o angellou ledan-iskis.
1924
Référence :
SKET.II
p.41
Dirak an annez-mañ e red didav, noz-deiz, en ur leñvañ hag en ur hiboudiñ war un ton hiraezhus ha klemmvanus, dour eonennet richer Pourpri (pe Poulpri, mar bez gwell ganeoc'h), goude bezañ en em silet dre angelloù prenn rod vras ar vilin gozh he mogerioù iliavek.
Dirag an annez-mañ e red didav, noz-deiz, en eur leñva hag en eur hiboudi war eun ton hiraezus ha klemvanus, dour eonennet richer Pourpri (pe Poullpri, mar bez gwell ganeoc'h), goude beza en em silet dre angellou prenn rod vras ar vilin goz he mogeriou iliavek.
1929
Référence :
SVBV
p.18
Heñvel int ouzh diaouled da welout gant o daoulagad vras deut er-maez eus o fenn, ken gwazh ha kerniel, o angelloù dreinek, unan savet a-bik war o c'hein, ha div all vihanoc'h a bep tu.