Ni 'oa eizh kañfard diskord, bepred o stourm ouzh ar vestroù en ur c'hiz pe un all ; Pêr an Ozhac'h, a Voulvriag, mab an douger-lizhiri ; Andrev Bienfait, mab noter Plougonver ; Ar Gov, eus Ploueg ; Ar Bourc'hiz, a Skiñvieg ; Ar C'hozaned hag ar Gwilhoù, eus Bear ; Aogust ar Roc'h, eus Karnoed ha me.
Darn eus ar plegoù-mor se a ya don kenañ e-barzh ar vro, an hini souezhusañ o vezañ hini an Tsini, hag a zo dezhañ eizh lev hed bennak, hag e benn uhelañ n'emañ ket, e Nkogou, ouzhpenn pemp-hant[sic] metr eus pleg-mor ar Gabon, ha n'eus nemet un duchenn draezh o lakaat disparti etre an daou vor.
Bez' e c'hell unan frotañ e zaouarn peogwir n'eus muntr ebet hag ez eo en em roet da renkañ an dielloù, bez' e c'hell soñjal emañ en diogel o vezañ ma vir an arouaregezh outañ a ober fazi pe fazi, un dra eo koulskoude ar soñjoù brav hag un dra all an hezougell a son da eizh eur hanter diouzh ar beure, p'emañ gant banne kafe kentañ an devezh, o tineudennañ fav glas gant e bried.