1. Tarv spazhet ha desavet evit e gig pe evit labourat evel loen-stern.
Sterniañ ur c'houblad ejened. Lakaat ejened ouzh ar yev. Ur yevad oc'hen.
2. Trl. kv. (db. an dud)
Kreñv evel un ejen : kreñv-tre.
3. Steredon.
(Kastell) ar Seizh Ejen Arat : steredeg anvet ivez Karr Arzhur, he anv skiantel Ursa major.
Setu eno ho kefridi. Mar he grit mat, e c'hellot kaout kant tra : pastelloù kig, bevin-ejen ha maout, kement d'ho koan evel d'ho lein
Setu eno ho kefridi. Mar he grit mad, e c'hellot kaout kant tra : pastellou kik, bevin-ejenn ha maout, kement d'ho koan evel d'ho lein.
1867
Référence :
MGK
p8
En em guzhet a ra en ur c'hraou ejened.
En em guzet a ra enn eur c'hraou ejenned.
1867
Référence :
MGK
p42
Neuze an ejened / A lavaras : — « Chomit, ne viot ket diskuliet. »
Neuze ann ejenned / A lavaraz : — « Choumit, ne viot ket diskuillet. »
1867
Référence :
MGK
p43
ejened
eienned
1909
Référence :
BROU
p. 233
ejen
1909
Référence :
BROU
p. 233
Grit stad d’ar vuoc’h a vag hor gouenn gant he laezh, d’an ejen a zigor an erv ma tiwan diouti heiz an doueed, d’ar marc’h ruz ha buan a red a-raok an heol.
Grit stad d’ar vuoc’h a vag hor gouenn gant he laez, d’an ejen a zigor an ero ma tiouan diouti heiz an doueed, d’ar marc’h ruz ha buan a red a-raog an heol.
1923
Référence :
SKET
p.51
Arabat kammgemerout an doare ejen-se evit an ejen-moueek ("bos bison", "bison europaeus") a oa, hañval eo, "vison", "visontos", an anv anezhañ e keltieg.
Arabat kamm-gemerout an doare ejen-ze evid an ejen-moueek (bos bison, bison europaeus) a oa, hanval eo, vison, visontos, an ano anezan e keltieg.
1923
Référence :
SKET
p.43
Kentañ yevad oc’hen, o vac’hañ pounner an douar, a luskas war-raok ur c’harr war zivrod, e voe an hini a voe staget gant Veriugodumnos ouzh Brikkon, ar c’harr brizh en doa frammet e Karbantoialos (« frankizenn ar c’harr »).
Kenta yeoad oc’hen, o vac’ha pounner an douar, a luskas war raok eur c’harr war ziourod, e voe an hini a voe staget gant Veriugodumnos ouz Brikkon, ar c’harr briz en doa frammet e Karbantoialos (« frankizenn ar c’harr »).
1923
Référence :
SKET
p.56
Kerkent ha m’edo aet-tre en o zi an doue hag e geneilez, e lidlazed dirak an nor un ejen, ur maout hag ur penn-moc’h.
Kerkent ha m’edo aet-tre en o zi an doue hag e geneilez, e lidlazed dirag an nor eun ejen, eur maout hag eur pennmoc’h.
1923
Référence :
SKET
p.61
Er gompezenn-se, dic’hounid d’ar mare ha hirc’heotet, ec’h ehanas ar marc’h ; eno ez eas a-ziwar-wel, hag eno ivez e vanas Momoros hag e vagad gant o c’hirri hag e tiyevjont o ejened.
Er gompezenn-ze, dic’hounid d’ar mare ha hir-c’heotet, ec’h ehanas ar marc’h ; eno ez eas a-ziwar wel, hag eno ivez e vanas Momoros hag e vagad gand o c’hirri hag e tiyeojont o ejened.
1923
Référence :
SKET
p.119
"oc’hen" [...] ; unander "penn-oc’hen".
1923
Référence :
SKET
p.187, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "boeufs".
Hag int ha troc’hañ keuneud eno, enaouiñ tan, tennañ dour, peuriñ o c’hezeg hag o oc’hen.
Hag int ha trouc’ha keuneud eno, enaoui tan, tenna dour, peuri o c’hezeg hag o oc’hen.
E bred hon eus debret ha lidet e c’hoarioù-kañv ; lazhet hon eus dezhañ war e vez e gezeg, e oc’hen, e sklaved ha hanter-kant prizoniad-brezel dibabet a-douez ar grenvañ, ar re gaerañ.
E bred hon eus debret ha lidet e c’hoariou-kanv ; lazet hon eus d’ezan war e vez e gezeg, e oc’hen, e sklaved ha hanter-kant prizoniad-brezel dibabet a-douez ar grenva, ar re gaera.
Kirvi-meur ha tirvi-gouez eus ar vrasañ ment o dije gallet bale en o ec’hon war ar c’hein anezho : brasoc’h eget mouilc’hi war gein un ejen ne vijent ket da welout.
Kirvi-meur ha tirvi-gouez eus ar vrasa ment o dije gallet bale en o ec’hon war ar c’hein anezo : brasoc’h eget mouilc’hi war gein eun ejen ne vijent ket da welout.
1924
Référence :
SKET.II
p.40
Aour da zastum a zo enni (2), ha glazarded ha naered kement anezho ma c’hellont lonkañ kirvi hag oc’hen.
Aour da zastum a zo enni (2), ha glazarded ha naered kement anezo ma c’hellont lonka kirvi hag oc’hen.