elestrenn
Ar paotr a save d'e fronelloù frond pounner al lili hag an elestr voulouz a wiske al leurenn en he fezh, gant o fetis a ballenn liesliv.
Met m’ho pije gwelet, tudoù, ar pallennoù dispar ledet war an hent bras dirak pep ti ! pallennoù a bep seurt stumm, aozet holl gant glazur, delioù ha bleunioù a bep seurt liv : elestr, roz, burlu, balan, glizin, pavbran, roz-chas [sic], rosuku, lili ha me oar pere ouzhpenn ! hag an eil kaeroc’h eget egile, met bep bloaz pallenn ebet ne veze par, na tost zoken, d’hon hini, pallenn an ti-butun, graet gant Ann-Mari Aubin.
[...] koadoù sapr pe vezv, ha goude, koadoù all heñvel-mik, ul lagenn gant broenn hag elestr en-dro dezhi, hag an douar frost [sic, fraost] hep sav na diskenn, geot treut amañ, du-hont un nebeudig drusoc’h, ar steppenn digenvez bete penn-pennig an dremmwel [...].
Mots précédents
Mots suivants
elestr-dourek