Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

I. 1. Rann vunut-tre zo distaget pe strinket diouzh udb. Elfenn vara : bruzunenn. Elfenn dan : fulenn. Daoust hag un elfenn dan n'eo ket gouest da lakaat an tan-gwall da gregiñ en ho ti ? An elfennoù tan o sevel diouzh ar fornigell. 2. Kementad dister eus udb. Ne oa ket gouest da zebriñ un elfenn voued. Darn ne zeue ket un elfenn geuneud ganto d'ober tan. Keit ha ma vo un elfenn vuhez ennon. Pep hini en deus un elfennig karantez vro en e galon. 3. (e frazennoù nac'h) Un elfenn : netra, an disterañ tra. Ne'm eus ket debret un elfenn abaoe dec'h. E tiez zo ne oa ket un elfenn d'ober tan. II. 1. Unan eus ar rannoù bihanañ pe ar rannoù diazez a ya da ober un hollad, udb. fetis pe zifetis. An atomenn, elfenn bennañ an danvez. & Unan eus an traoù, fetis pe zifetis, a ranker kenaozañ evit kaout, ober udb. all. N'emañ ket holl an elfennoù ganin evit ober ma soñj. Bez' eo ar goulenn unan eus div elfenn ar marc'had. 2. Danvezenn zo ezhomm anezhi. Kaout a ra ar plant en douar an elfennoù o deus ezhomm evit kreskiñ.

Exemples historiques : 
32
Masquer la liste des exemples

elfenn dan

1499
Référence : LVBCA p69, 191 (estincelle)

elvenn dan

1659
Référence : LDJM.1 pg eluen (tan)

a aparchant ouzh an elfennoù

1732
Référence : GReg pg élementaire

elfenn

1732
Référence : GReg pg element (corps simple)

elfenn an tan

1732
Référence : GReg pg (le feu) élementaire

elfenn dan

1732
Référence : GReg pg bluette (petite étincelle de feu)

n'en deus ket un elfenn a skiant-vat

1732
Référence : GReg pg (il n'a pas une) bluette (ou, une étincelle de bon sens)

ar pevar elfenn

1732
Référence : GReg pg (les quatre) élemens

elfennoù

1732
Référence : GReg pg element (corps simple)

elfenn

1732
Référence : GReg pg bluette (ou, brin de cendre)

elfenn

1732
Référence : GReg pg bluette (petite étincelle de feu)

elfennoù

1732
Référence : GReg pg bluette (petite étincelle de feu)

elfenn

1850
Référence : GON.II pg elfen

elfennoù

1850
Référence : GON.II pg elfen

elfenn

1850
Référence : GON.II pg eliénen, elven, eufl, euvl, fulen

elfenn

1850
Référence : GON.II pg elven

un elvenn a c'hell lakaat un tan-gwall da gregiñ

1850
Référence : GON.II pg elven

"elvenn-vuhez" gg.

1923
Référence : SKET p.173, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Etincelle vitale".

Eus Guton eo ez eo deut, diwanet, strinket Anatla (5), an anal, an elfenn-vuhez ma vez enaouet ha kendalc’het ganti kement en deus buhez war an douar ha dre ar bed : geot, gwez ha loened, ramzed, doueed ha tud.

1923
Référence : SKET p.27

Neuze, gant elfennoù-tan diouzh Aedobitus e krouas Guton gouenn doueed an neñv hag ar goulou (dêvi).

1923
Référence : SKET p.29

Ha, gouez da Iberiiz, eus liv ar peder elvenn ma voe krouet ar gentañ kerent anezho e tenn ar Gelted ar pezh a laka o gouenn en he stumm dioutañ e-unan etre holl ouennoù ar bed.

1923
Référence : SKET p.33

A-vec'h - a-bouez - ma oamp gourvezet hon-daou, an tren a loc'has evit mont etrezek Masalia. Ar marc'h-du a roc'he hag a strevie gwashoc'h eget un imbod : Tik ! ha Tik ! Tak ! ha Taka ! Taka ! Puf ! Puf ! Stsss ! Stsss ! emezañ en ur deurel elfennoù tan, moged glas ha dour berv dre e fronelloù ha dre e c'heol ha kaoc'h-houarn gant e ziadreñv.

1929
Référence : SVBV p11

elfenn

1931
Référence : VALL pg bluette

disrann elfenn

1931
Référence : VALL pg atome

Reizh eo, hervez ar c'helennadur-se, kavout elfennoù eus ar sial (greunvaen h.a.) e garlantezioù inizi evel inizi Palaos, Kervadeg, Tonga, Yap, an Hebridoù Nevez, Fidji, hag a zo, dre ziviz end-eeun, lodennoù bet rannet diouzh an douaroù-bras.

1943
Référence : TNKN p90

Pep hini d'e dro en em lakaas da sachañ war e sigaretenn evit mirout un elfenn dan bev.

1985
Référence : DGBD p135

bezañ un elfenn eus korf ar gristenien a zo boudeloc'h eget bezañ a genyezh gant unan, pe bezañ breur ha c'hoar dre ar gwad

2007
Référence : KASTE p. 229

Betek an hordennadoù kolonennoùigoù a gustume diskenn ouzh ar voger, a-zindan ar bolzioù betek al leur, bep etrepeuliad, evel un arouez fetis eus al lusk war-grec'h hag a oa anezho unan eus elfennoù merkusañ ar goteg klasel

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 16

An arz gotek 'zo ur grouadenn a Vro-C'hall, ijinet e-tro ar bloavezhioù 1140 e chantele iliz abati Sant-Denez, harp e Pariz, diwar elfennoù amprestet amañ hag ahont, e meur a vro, eus ar bed saoz-ha-norman betek ar broioù arab.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p8 (YF Dupuy)

Goulenn neuze [da vare an eil furchadeg] gwelet ar gefridi atersiñ ha gwiriañ emañ e-barzh ar chomlec'h da vezañ furchet, displegadenn an torradennoù a zo kaoz d'an dra-se, hag an elfennoù a ro da grediñ ez bet deus an torradennoù-se.

2015
Référence : DISENT p171

Maz eo en em lazhet e vo ret d'an Hennadiñ neuze kavout warnañ pe tro-war-dro un orsel bennak pe un elfenn all bennak.

2015
Référence : EHPEA p34

Kuit a c'houzañv bemdez ivez saotradur ar skinoù, ar mogedoù, an elfennoù noazhus [noazus].

2015
Référence : DISENT p10

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux