I.
V.k.e.
A. (db. an traoù)
1. Implijout udb., lakaat udb. da vont en-dro gant e zaouarn prl.
Embreger gouelioù ur vag, an armoù.
DHS. c'hoari.
&
Trl. skeud.
Embreger arc'hant : implijout, merañ arc'hant.
2. Dre ast.
Kas udb. en-dro, sturiañ, lakaat udb. da vont en dro.
Embreger an arar. Kigennoù a embreg al lagad.
&
Trl. skeud.
Embreger ar galloud : tennañ splet eus ar galloud zo en e gerz, ober gant e c'halloud.
3. Sammañ ur garg bnk., stagañ a-zevri-kaer gant un obererezh bnk.
Embreger ul labour. Setu amañ an darvoudoù on bet lakaet ganto da embreger al labour-mañ. E soñj a oa embreger labourioù bras.
&
(impl. da ak.)
Nerzh Alamagn war dachenn an embreger hag ar c'henwerzh.
4. (db. rannoù ar c'horf prl.)
Lakaat da vezañ boas ouzh udb. dre bleustriñ, e-sell eus un obererezh bnk.
Embreger e zaouarn d'ar brezel. Embreger e bluenn da skrivañ mat.
B. (db. al loened)
Doñvaat, ren.
Embreger ar c'hezeg hagar saout.
C. (db. an dud)
Mont da ub., ober gant ub.
Ne oar ket an tu mat d'o embreger.
II.
V.k.e.
Bezañ ub., udb. aes, diaes da embreger : bezañ aes, diaes da ober gant an den-se, an dra-se.
Ar re-se zo tud diaes da embreger.
III. V. em.
EN EM EMBREGER.
1. Fiñval e izili, mont war-raok.
Ne c'hallont mui en em embreger koulz lavaret. Kerkent ha ma c'hallin en em embreger adarre ez in d'ho kwelet. Ne c'hall mui en em dommañ en ur vale rak n'eo ket gouest d'en em embreger.
2. [1931] En em zibab, en em dennañ, dont a-benn, ober e dammig hent.
Référence :
GON.II
pg embréga (Manier, prendre et tâter avec la main. Patiner, manier indiscrètement. Faire des attouchements. De plus, agir, entreprendre), toulbaba
embreger
embréger
1850
Référence :
GON.II
pg embréga et embréger (Manier, prendre et tâter avec la main. Patiner, manier indiscrètement. Faire des attouchements. De plus, agir, entreprendre).
embreget
embréget
1850
Référence :
GON.II
pg embréga (Manier, prendre et tâter avec la main. Patiner, manier indiscrètement. Faire des attouchements. De plus, agir, entreprendre. Part.)
Na embregit ket ar bugel-se evel-se.
Na embrégit kéd ar bugel-zé évelsé.
1850
Référence :
GON.II
pg embréga (Ne maniez point cet enfant de la sorte).
Ar verc'h, war he meno, laouen ha dibreder, / Ne felle ket dezhi lezel he embreger.
Ar verc'h, war he meno, laouen ha dibreder, / Ne felle ket d'ezhi lezel he ambreger.
1867
Référence :
MGK
p56
anbregeriñ
enbregérein
1904
Référence :
DBFV
pg. anbregérein (manier)
imbregeriñ
imbergerein
1904
Référence :
DBFV
pg. anbregérein (manier)
Koun a zalc’hent eus an emgannoù a renkas o gourdadoù embreger ouzh ar « Kunokenned » (Kunokenni) hag ouzh ar « Morikuned » (Morikunes), kent diazezañ er gompezenn.
Koun a zalc’hent eus an emgannou a renkas o gourdadou embreger ouz ar « Kunokenned » (Kunokenni) hag ouz ar « Morikuned » (Morikunes), kent diazeza er gompezenn.
1923
Référence :
SKET
p.126
Nemet diwar-benn ar c’hi ez eus dael, dre ma talc’h da wir hiniennoù ez oa bet embreget ha desket, kent ganedigezh Veriugodumnos, gant an eontr dezhañ Selgova, a rae gant ar c’hi evit hemolc’hiñ loened.
Nemet diwar-benn ar c’hi ez eus dael, dre ma talc’h da wir hiniennou ez oa bet embreget ha desket, kent ganedigez Veriugodumnos, gand an eontr d’ezan Selgova, a rae gand ar c’hi evit hemolc’hi loened.
1923
Référence :
SKET
p.56
Embreger meur a stourmad
1923
Référence :
SKET
p.174, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Livrer plusieurs batailles".
Embreger gant ur gorolladenn-sakr.
embreger gand eur gorolladenn-sakr
1923
Référence :
SKET
p.173, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Exécuter une danse sacrée".
embreger
1923
Référence :
SKET
p.173, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Manier (une arme) ; feuilleter (un livre) ; tâter ; dresser (un animal) ; entreprendre (un travail)".
Ar wazed, ganto skoedoù, bouc’hili ha goafioù, a embrege gant ar c’horolladennoù sakr war ar c’hlazenn en-dro d’an ti.
Ar wazed, ganto skouedou, bouc’hili ha goafiou, a embrege gand ar c’horolladennou sakr war ar c’hlazenn en-dro d’an ti.
1923
Référence :
SKET
p.62
En trede bloavezh eus rouantelezh Epatix eo e c’hoarvezas ar gentañ divroadeg war-du ar C’hornog ; neuze eo ec’h embregas da boblañ bro ar Goularz ar bagad a voe hentet gant an alc’hweder drantik.
En trede bloavez eus rouantelez Epatix eo e c’hoarvezas ar genta divrôadeg war-du ar C’hornog ; neuze eo ec’h embregas da bobla bro ar Goularz ar bagad a voe henchet gand an alc’houeder drantik.
1923
Référence :
SKET
p.85
A driwec’h mil den e c’hoarveze ar bagad-se hag eñ disheñvel e kement-mañ diouzh an daou vagad en e raok ha diouzh ar re war e lerc’h : ouzh hen ober ez oa estreget tud yaouank, pa weled ennañ, ouzhpenn, gwazed ha maouezed e brud o oad ha dezho mibien vras gouest da embreger armoù.
A driwec’h mil den e c’hoarveze ar bagad-ze hag hen dishenvel e kement-man diouz an daou vagad en e raok ha diouz ar re war e lerc’h : ouz hen ober ez oa estreget tud yaouank, pa weled ennan, ouspenn, gwazed ha maouezed e brud o oad ha d’ezo mibien vras gouest da embreger armou.
1923
Référence :
SKET
p.125
"pleustriñ" (ul loen) [...] ( [...] ivez "embreger, diskiñ")
"pleustri" (eul loen) [...] ( [...] ivez "embreger, diski")
1923
Référence :
SKET
p.188, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "dresser (une bête ; ivez embreger, diski)".
Setu amañ an darvoudoù ez on bet lakaet ganto da embreger al labour-mañ.
Setu aman an darvoudou ez oun bet lakaet ganto da embreger al labour-man.
1923
Référence :
SKET
p.11
embreger riskloù
embreger risklou
1924
Référence :
SKET.II
p.126 « Geriadurig », "Affronter des périls".
pleustriñ war embreger armoù
pleustri war embreger armou
1924
Référence :
SKET.II
p.138 « Geriadurig », "S’exercer au maniement des armes".
Bez gourdon da embreger a bep doare riskloù, ha menel en o c’hreiz difrom atav !
Bez gourdon da embreger a bep doare risklou, ha menel en o c’hreiz difrom atao !
1924
Référence :
SKET.II
p.32
Garv, emezi, an emgann hon eus ranket embreger evidout.
Garo, emezi, an emgann hon eus ranket embreger evidout.
1924
Référence :
SKET.II
p.57
ambregañ
ambrega
1927
Référence :
GERI.Ern
pg ambrega
Ur youl birvidik hag un hunvre ledan a rede pell a yoa, e goueled va c'halon doaniet : "Mont d'embregañ riskloù ha da redek bro".
Eur youl birvidik hag eun huñvre ledan a rede pell a yoa, e goueled va c'halon doaniet : "Mont d'embrega risklou ha da redek-bro".
mont a rajent davet o c'hompagnunezh, a oa teir lev ac'hano, gant he labour embreger munisionoù
mont a rajent davet o c'hompagnunez, a oa teir leo ac'hano, gant he labour embreger munisionou
1941
Référence :
ARVR
niv.6, p4
Arnodennoù Kuenen, embreget evit gwiriañ kelennadur Daly, n'int ket anataus hervez Francis-Boeuf.
1943
Référence :
TNKN
p75
Hep reiñ dimp amzer da zigeriñ hor begoù, ar « vleuien » ac’hanomp, ar pleustriñ war an embregañ a zeraouas diouzhtu.
Hep rei d’imp amzer da zigeri hor begou, ar « vleuien » ac’hanomp, ar pleustri war an embrega a zeraouas dioustu.
1944
Référence :
EURW.1
p.194
Dilezel a rajen an abostolerezh evit embregañ war ar paper-timbr ; ehanañ a rajen da redek bro, evit redek ar ch’anton hepken, da ober gwerzhidigezhioù, ivantorioù, prizadegoù chatal hag annez.
Dilezel a rajen an abostolerez evit embrega war ar paper-timbr ; ehana a rajen da redek bro, evit redek ar ch’anton hepken, da ober gwerzidigeziou, ivantoriou, prizadegou chatal hag annez.
1944
Référence :
EURW.1
p.209
pe topografed), renet e oa ar re-se gant va c'heneil Marceau C., hag hemañ en doa dindan e veli un nebeud tud bet stummet evit-se er skolioù, dreist-holl er misionoù evit an deskadurezh dre vras
Evit kompren perak e oa pouezus da unan gouzout lenn an niverennoù eo ret din displegañ un tamm penaos e veze graet hol labour : evit kregiñ gant al labour e veze kaset war al lec'hioù e oad o vont da labourat warno ur rummad menteourien
1985
Référence :
DGBD
p70
Ar blenier yaouank zo unan speredek, gouzout a ra embreger ar c'harr hag ober gant ar c'hwitellerez.
2015
Référence :
EHPEA
p33
Lennit e levr Bernard Sergeant, Le Livre des Héros, ar pezh a skriv diwar an nes m'emañ Cùchulainn ouzh Akilleüs dre an armoù a embregont hag an doare ma taolont tan pa sav kounnar enne.