andra studian
en-dra ma
O welet en ur park ur goulm all o tebriñ, an tremeniad war yun ha digor e galon a ya di da welet; e-pad ma torr e naon ez eo paket war rikl en un toullad lasoù stignet e-touez an ed : ne oa ket kre ar stignoù; rak o skrabat a-bep-eil, o c'hoari endra c'hell, gant e veg, gant e dreid ha gant e zivaskell e teu, hep re a boan, a-benn d'em ziluziañ.
Endra ma lakae tamm-ha-tamm an traezh hag al lec'hid da uhelaat goueled ar mor er plegoù-mor ledan, ha ma oa damziverket eno an draonienn, e vane houmañ diatred e-lec'h ma veze skubet kuit ar gouelezennoù gant ur vorredenn bennak.
Paotr ar gaita, avat, kavet gantañ an ton hag ar mentadur, a daol bremañ er-maez, en-dra [endra] ma c'hell, ur « fandango », drantig [drantik] ha goapaer, ken eo ur blijadur.
Glav a rae ken a rae, ha pa savas Anatol France, « Bleu de Bretagne » a-enor [a enor], da satouilhat e brezegenn e stagas holl gleier an iliz-veur da vrallañ, ha tud an oferenn-bred o tont e-maez an ofis d’ober o seizh gwellañ evit ma kreskje an todilhon : darn o seniñ sutelloù houarn gant ur bizenn gras enno, darn’all o kanañ ken ma tagent « Nous voulons Dieu » ha « Catholiques et Bretons toujours ! », en-dra [endra] ma vleje a heligentañ ar re an tu enep, rak kement loen a zouge sae pe vragoù war al « le[u]veen » hag e[n]-dro dezhi a yude dibaouez : « Hou, hou, hou, la calotte ! »
En noz-se dija o doa kousket asambles, e saloñs Kathrine, war ar buan, endra ma oa ar bugel o c'hoari er gambr gant an tren dre dan a oa bet profet dezhañ gant Thomas.
Mots précédents
Mots suivants
endrammañ