1. Obererezh azeuliñ.
Hag e save eus kalonoù an dud o feiz hag o azeulerezh etrezek tron an Doue peurbadus.
2. Lidoù reoliet gant ur relijion evit pediñ un doue pe dougen bri dezhañ.
Azeulerezh an naeron.
Référence :
SKET
p.162, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Élaborer les règles du culte".
an azeulerezh a lident d’an heol
an azeulerez a lident d’an heol
1923
Référence :
SKET
p.183, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "(VII, 8) Le culte qu’ils rendaient au soleil".
An darn vuiañ eus ar re end-eeun emaon o paouez envel a vez graet ganto abaoe, e-touez diskennidi Vanos, evit ar gounit-douar, ar mesa-loened, ar brezeliñ, an hemolc’hiñ, al lidañ-azeulerezh, an diouganiñ, an teurel hud.
An darnvuia eus ar re end-eeun emoun o paouez envel a vez graet ganto abaoe, e-touez diskennidi Vanos, evid ar gounit-douar, ar mesa-loened, ar brezeli, an hemolc’hi, al lida-azeulerez, an diougani, an teurel hud.
1923
Référence :
SKET
p.55
Urzhiañ ar velegiezh a reas ha kenaozañ reolennoù an azeulerezh d’an doueed.
Urzia ar velegiez a reas ha kenaoza reolennou an azeulerez d’an doueed.
1923
Référence :
SKET
p.57
"azeulerezh" g.
"azeulerez" g.
1923
Référence :
SKET
p.157, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Culte".
War Amazonezed ar mojennoù gresiek, anezho end-eeun gant Heteiz belegezed-brezelourezed gouestlet da azeulerez doueez ar glenn, Ma Bellona, sellout Sayce-Ménant, les Hétéens, histoire d’un empire oublié, pp. 81-3.
War Amazonezed ar mojennou gresiek, anezo end-eeun gant Heteïz belegezed-brezelourezed gouestlet da azeulerez doueez ar glen, Ma Bellona, sellout Sayce-Ménant, les Hétéens, histoire d’un empire oublié, pp. 81-3.
1924
Référence :
SKET.II
p.(54-)55, Notenn 7
Roudoù an azeulerezh anezhi e Galia d’ar marevezh kelt-ha-roman, Rev. des Et. anc. 1915, pp. 60-2.
Roudou an azeulerez anezi e Galia d’ar marevez kelt-ha-roman, Rev. des Et. anc. 1915, pp. 60-2.