Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

1. (db. ar gevredigezh) [2015] Plegenn ziaes, en em gaver enni en abeg da gudennoù armerzhel, politikel, h.a. Kudennoù hag enkadennoù ar vro. An enkadenn m'emaomp lakaet gant ar c'hevezerezh greantel. Hor c'hevredigezh zo o treuziñ un enkadenn don. 2. (db. stad an dud) Mare diaes da vevañ en abeg d'ur gudenn bnk. Ne oamp bet morse kent en un enkadenn par da homañ, rak risklus e oa kuitaat al lestr.

Exemples historiques : 
7
Masquer la liste des exemples

Balzamet gant preder, ra chomo gant ar re vev, ra vlenio kuzuliadeg ar rouanez, ra glevo kelenn digantañ ar roue-meur e kement enkadenn a c’hallfe dont warnoc’h !

1923
Référence : SKET p.123

Un enkadenn a zigouezh ganen.

1923
Référence : SKET p.174, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Il m’advient un contre-temps".

"enkadenn" gg.

1923
Référence : SKET p.174, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Circonstance difficile".

Tonket e oa e rankje en em ziluziañ e-unan en e enkadenn.

1949
Référence : SIZH p.63

N'en deus tra da welout en enkadenn am zag. / Na c'hwi nep abeg mat d'en derc'hel bremañ stag.

1960
Référence : PETO p49

Gwashoc'h hiriv an enkadenn / Deut d'am eren gant he chadenn / Hag am zaol e gwall abadenn.

1960
Référence : PETO p39

Hen gouzout a rit c'hwi ivez a-hend-all, gwezhall e komzemp eus ar gopr gant an arc'hoproù. Bremañ e komzomp eus ar gopr gant an digreskoù. An doare krennekañ evit deskrivañ an enkadenn eo.

2015
Référence : EHPEA p94

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux