a-zevri
Ha komz a rit-hu a-zevri ?
a-zevri
E kant doare disheñvel o gwelen-i, lod o lammat hag o c'hourlammat, darn all o c'hoari penn-tourtig, o c'hoari brañsigellig ispilhet a-zibouez o lost ouzh skoultroù ar gwez, darn all c'hoazh o korolliñ pe en o fuch, a-zevri o klask laou an eil d'egile, dre ma tispourbellent o daoulagad brizh ha ma krizent o gourrennoù damruz ha blevek.
E-pad m'edomp a-zevri gant hol labour hag o varvailhañ, unan ac'hanomp hor-seizh a c'harmas : "22 !", ha raktal ar c'hwec'h all a vanas war-dav hag a reas an neuz da drevellat gwashoc'h eget biskoazh. Holl e ouiemp mat-tre - bep a dammig skiant hor boa prenet e stal delt an demezell Warandero a Doullarc'hwen - peseurt ster en doa ar youc'h "22 !".
a-zevri oc'h ober e labour
a-zevri ganti o c'hoari
mont a-zevri da
en em lakaat a-zevri gant
en em lakaat a-zevri da
a-zevri
mont a-zevri gant
A-raok mont da ziboultrañ an aoterioù eta, ar breur Arturo a oa savet c'hoant dezhañ en em gempenn ivez. (…) Bec'h en doa degaset d'ar soavon, hag edo a-zevri o kribañ e vlev gleb.
Digoret he doa Palmira he sac'h-dorn, ha turlutat a rae a-zevri e-touez boestig ar bleud c'hwez[h]-vat, ar melezourig, ar vazhig ruz livañ an diweuz, an alc'houezioù, ar pochad madigoù, hag an holl velbiachoù merc'hed.
Ur maread amzer vrav a ro tu din koulskoude da gas al labour en-dro a-zevri.
Ma c'hallfe, paneve nemet ur wech, parañ e selloù warnañ, e soñje dezhañ e ve diskuliet ar c'hevrin hag e steuzfe kuit marteze, evel ma c'hoarvez peurliesañ gant an traoù kevrinus pa gemerer ar boan d'o studiañ a-zevri.
Ober a ra ur c'hoarzadenn. "A-zevri emaout? Ar c'hegid bras a vez kavet e pep lec'h e bro-C'hres. Ken boutin eo hag ar c'hwervizon a veze kuntuilhet gant hon mammoù."
Mots précédents
Mots suivants
a-zevri-bev