Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. Tr. ar. E-PIGN OUZH : e-skourr ouzh (udb.). Ar penn-bazh a oa e-pign ouzh un tach. Dent-Genver e-pign ouzh an toennoù. [1954] [...] bep gwech e veze ganti, e-pign ouzh las he zavañjer, un tammig c'hwezhigell leun-kouch a vutun, ha mogedenn a laoske adal ar beure bete serr-noz. [1954] [...] ar c’hroazioù lugernus gant kleier munut e-pign outo, un drapell a bep seurt liv o fraoñval a-us da bep bugel, hag evel-just ur bern bannieloù [...]. 2. Adv. Dre skeud. Hep gallout echuiñ. Chomet eo e-pign gant e ganaouenn. HS. a-blad., a-ispilh, a-istribilh.

Exemples historiques : 
4
Masquer la liste des exemples

lakaat e-pign ouzh

1931
Référence : VALL pg appendre

E zilhad soudard a voe lezet gantañ da vont kuit ; pa oan bugel am eus soñj bezañ kavet brav an doupenn reun ruz a oa war e chako lêr, hag ar fourajerennoù ruz kordennet, gant brochennoù kouevr a veze a-istribilh ouzh ar skoaz, hag ar c'hleze meur gant e zornell kouevr, a oa e-pign ouzh speurenn ar gambr, hag a veze miret holl gantañ evel eñvorennoù e amzer verr a varc'heger.

1944
Référence : EURW.1 p10-11

Gounit douar a rae he fried, ha pa'z ae Mon da labourat er parkeier - rak, un tourc'h-paotr anezhi, plomañ, mediñ, troc'hañ lann, charreat, ha zoken ober kleuzioù, kiañ a rae a-lazh-korf evel ar wazed - bep gwech e veze ganti, e-pign ouzh las he zavañjer, un tammig c'hwezhigell leun-kouch a vutun, ha mogedenn a laoske adal ar beure bete serr-noz.

1954
Référence : VAZA p.19

Gwechall, pa oan war va studi er skolaj, d’an naontek a viz Mae e tirede holl barrezioù ar c’horn-bro, ha ne gomzan ket eus un dornad saverien-o-fri e sell d’arvestiñ ouzh ar prosesion war lein ur c’hleuz en ur vandrouilhat gwestell hag avaloù-oranjez, met eus ar parrezioù a-bezh o kanañ ken ma findaone war lerc’h person ha kure, hag er penn-araok ar chasgeu, ar c’hroazioù lugernus gant kleier munut e-pign outo, un drapell a bep seurt liv o fraoñval a-us da bep bugel, hag evel-just ur bern bannieloù : darn, ar re skañv a-walc’h, douget gant plac’hed yaouank, ur gatiolenn war o fenn hag en gwenn-erc’h penn-da-benn, ha d’o heul un druilhad krennardezed, gwisket ganto dilhad o fask kentañ ; bannieloù all, seiz pe voulouz, gant gwragez Breuriezh ar Rozera, un toullad mat anezho hag ivez en gwenn, ha d’an diwezh ar bannieloù bras, kaeroc’h an eil eget egile, ha pounner, va Doue, pe bounneroc’h.

1954
Référence : VAZA p.52

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux