I.
1. Tra wevn ha hir - a stumm gant un neudenn, ur seizenn, h.a. - a dalvez da eren traoù a bep seurt an eil ouzh egile.
Un ere evit lasañ ar seier. Stard mat an ereoù.
2. Dre skeud.
Santad a ere daou zen an eil ouzh egile, pe un den ouzh udb.
Start eo ere ar bobl-se ouzh he bro.
HS. kevre, liamm, skoulm, stag, stagell.
II. Ent strizh (en e furm lies prl.)
1. Chadenn, kordenn a vir ur prizoniad a zilec'hiañ evel ma karfe ober.
Klask a rae terriñ e ereoù.
&
Trl.
Teuler ub. en ereoù : lakaat an ereoù dezhañ.
&
Dre skeud.
Tra a zalc'h strizh war ub.
Ereoù ar garantez.
HS. hual, nask.
2. Tr. estl.
DAONET E VO MA EREOÙ, DAONET E VO MIL MA EREOÙ : estlammadell wanaet evit chom hep ober gant ar ger "ene".
Ya, daonet e vo ma ereoù ! graet e vo goap ac'hanon ? Daonet e vo mil ma ereoù ! peoc'h ebet na 'm bo ?
III. Tr. ar.
A-ERE, EN ERE : dre.
Kemer ub. a-ere e dreid. Kas ur bugel da bourmen en ere an dorn.
né két kré awalc'h ann éré hoc'h eûz nôed [sic] d'in
1850
Référence :
GON.II
pg éré
arioù
arieu
1850
Référence :
GON.II
pg éré
Kemerit un ere da hordennañ ar c'heuneud.
Kémérid eunn éré da hordenna ar c'heûneûd.
1850
Référence :
GON.II
pg hordenna (Prenez un lien pour mettre le bois en faix).
ere
èrè
1909
Référence :
BROU
p. 235 (ne s'emploie que pour désigner la corde dont on attache les vaches à l'étable)
laoskait an ere
laoskait an èrè
1909
Référence :
BROU
p. 391 (relâcher le lien)
laoskit an ere
laoskit an èrè
1909
Référence :
BROU
p. 391 (lâchez le lien)
Breuriezh ar Varzhed a zo krouet evit magañ, difenn, adsevel ha mirout ar spered hag ar glad keltiek ; sevel ar yezh, al lennegezh hag an ijinoù brezhonek ; diazezañ warne emsav ar vro ; mirout un ere etre Breizh hag an holl vroioù keltiek ; lakaat peoc'h hag unvaniezh etre ar Vreizhiz.
Breuriez ar Varzed a zo krouet evit maga, difenn, adsevel ha mirout ar spered hag ar glad keltiek ; sevel ar yez, al lennegez hag an ijinou brezonek ; diazeza warne emzao ar vro ; mirout eun ere etre Breiz hag an holl vroiou keltiek ; lakaat peuc'h hag unvaniez etre ar Vreiziz.
1909
Référence :
REZI
p.18
ere
ari
1927
Référence :
Geri.Ern
pg ari
ere loer
ari lor
1927
Référence :
Geri.Ern
pg ari
ur vriad leun hag un ere berr a zo degouezhet ganin
eur vriad leun hag un ere berr a zo degouezet ganéñ
1931
Référence :
VALL
pg (je ne puis joindre les deux) bout(s)
ere
1931
Référence :
VALL
Rakskrid p XXIX, amarre, attache
-"Krouet [e]m eus", emezañ, "ar gelc'hgelaouenn Celtia, bep miz, da vezañ un ere etre Kelted ar bed-holl.
-"Krouet am [sic] eus", emezañ, "ar gelc'hgelaouenn Celtia, bep miz, da veza eun ere etre Kelted ar bed-holl.
1944
Référence :
EURW.1
p.185
- Karout a rafen dirouestlañ ar gudenn : an ere a zo etre tan va c'hig hag ar gweledigezhioù-se ; a vez hentet gante va nozvezhioù.
1949
Référence :
SIZH
p.56
Gaid Kêrlennou, deuit hepdale / Ma oferenn din da respont, / Rak d'he lâret, em gwall ari, / Ret eo ' teufec'h d'am darbariñ.
Gaid Kêrlennou, deuit hep dale / Ma oferenn din da respont, / Rak d'he laret, em gwall ari, / Ret eo ' teufec'h d'am darbari.