1. Gwechad pourmen.
Ur ermaeziadenn a veze graet da Sul goude merenn, pa veze brav an amzer.
HS. baleadenn, pourmenadenn, troiad.
2. Gwechad tagañ, evit un arme, a-benn kuitaat al lec'h aloubet gant an enebour.
Ha me da sailhañ war-raok, evel ma ra ur strollad seziset un ermaeziadenn.
3. Gwechad kuitaat e vro evit mont da annezañ e lec'h all.
4. Gwechad ezporzhiañ.
5. Dre skeud.
Gwechad bezañ roet da welet, da glevet, evit ur santad.
Petra eo an hunvreoù ma n'eo ket un ermaeziadenn eus an ene ?
Miret eo bet gant beleien Dis Atir, e-touez Volked an Erkunia, en danevell-gelenn a reont anezhi « Ermaeziadenn an ene », ar bedenn a veze lavaret gant tud ar vro-Wenn, p’en em ziskouezent dirak ar Roue a zo en e goazez dindan ivinenn ar Vuhez [...].
Miret eo bet gant beleien Dis Atir, e-touez Volked an Erkunia, en danevell-gelenn a reont anezi « Ermaeziadenn an ene », ar bedenn a veze lavaret gant tud ar vro-Wenn, p’en em ziskouezent dirag ar Roue a zo en e goazez dindan ivinenn ar Vuhez [...].
1923
Référence :
SKET
p.71
Ermaeziadenn strollad ar Marc’h hag aloubadenn Baltia gant Momoros.
Ermaeziadenn strollad ar Marc’h hag aloubadenn Baltia gant Momoros.
1923
Référence :
SKET
p.117
"ermaeziadenn" gg.
1923
Référence :
SKET
p.175, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Sortie".
Plijout dreist a rae an ermaeziadenn d'ar gloer, rak, morse, a-hend-all, ne daent [sic, ned aent] diouzh ar gouent.