Kerkent e voe klevet an ograou o seniñ. Da gentañ e kridienne ar benveg evel ma fellfe dezhañ diabafiñ ha kemer lañs, ha pa dregernas erziwezh betek leuniañ bolz an iliz gant e son kreñv ha pa stagas seurezed an ospital da ganañ gant o mouezhioù daskrenus e teuas div blac'h un tammig lentik memestra da gemer plas e-kichen Melanie ha da reiñ dezhi he levr-kantikoù
Ho mestr, Poole, anat, zo dalc'het gant unan eus ar c'hleñvedoù-se a vourev hag a zisneuz ar c'hlañvour war un dro ; alese pa ouzon, kemm e vouezh ; alese ar maskl hag e vennad da na welout e vignoned ; alese e angerzh da gavout al louzoù-se, un araez evit an ene paour da virout un tamm spi da bareañ erziwezh.
Deuet eo a-benn da vac'hañ dezhañ e c'henoù erziwezh.