Ganto ivez e veze kaset d'an oferenn da Sul hag e-ser mont d'an oferenn e prene he c'hafe, he chikore hag an diankajoù all en ostaleri a-dal d'an iliz.
Ur wech, e-ser kantren en doare-se, e c'hoarvezas ganto emgavout en ur vanell, en ur c'harter kenwerzhel eus London.
lakaet e voe ar c'hantolor war an daol dostañ evit reiñ gouloù dezho e-ser an argad
An hini en deus c'hoant gouzout muioc'h diwar-benn istor ar yideg hag e lennegezh [...], diwar-benn istor geto Varzovia, pe hini drouklazhadegoù Oukraina er bloavezhioù da heul Dispac'h Ruz miz Here 1917, diwar-benn danzeadeoù 'zo e-ser an oberennoù, a c'hello atav lenn ar pennadoù a-ratozh hag an notennoù puilh a oa bet savet evit embannadur 2005.
E-ser framm "demokratelezh ar marc'had" e c'hoarvezont, da lâret eo da geñver un urzh ekonomikel, sokial ha bonreizhel pell a-walc'h diouzh mennozh an demokratelezh wir e-lec'h ma vefe meret ar galloud gant ar bobl hag e servij mad an holl, evel m'hon eus displeget kentoc'h.