Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

1. Ardivink a dalvez da vuzuliañ an amzer, a lenner an eur (II A 2) outañ. Gwerenn, dremm, bizied an eurier. Teuler ur sell ouzh an eurier. An eurier-mañ zo abred, diwezhat. Lakaat un eurier war zek eur. 2. (dirak ur spizer) Eurier-brec'h : montr a zouger ouzh an arzorn war-bouez un dro-vrec'h. & Eurier-godell : montr a glenker er c'hodell hag a chom stag ouzh an den war-bouez ur chadennig. & Eurier-heol : doare eurier diavaez, dezhañ un dremm a vez merket an eur outi gant skeud ur varrennig sonn zo en he c'hreiz. & Eurier-traezh : benveg a dalvez da vuzulian prantadoù amzer zo a-drugarez d'ur c'hementad traezh a dremen, e-korf ur pennad amzer anavezet, eus ul lestr treuzwelus d'unan all zo dindanañ. HS. dihuner, horolaj, montr.

Exemples historiques : 
4
Masquer la liste des exemples

Dougen a rin [ar skeudennig] ouzh chadenn va eurier pe e-giz istribilhon

2012
Référence : ADULT p. 228

Tra ma'z ae Bradshaw, e sellas an noter ouzh e eurier.

2012
Référence : DJHMH p.71

Sellout a ra ouzh e eurier.

2015
Référence : EHPEA p90

Ma rankit parkañ ho karr-tan ur pennadig war al lec'h, grit van da c'hortoz unan bennak, o c'hoari an den a goll pasianted, en ur sellet alies ouzh hoc'h eurier pe en ur ober van da bellgomz zoken.

2015
Référence : DISENT p74

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux