I.
1. Ingal.
Ne oant ket aet pell met euver eo, roet e oa al lusk kentañ. Euver a-walc'h eo din.
2. Dipitus.
Euver eo : domaj eo, met ne c'haller ober netra diouzh se. Euver eo ne vo ket gallet displegañ kalz a dra.
II.
A.
[2013] Goular.
Ur blaz euver. Ur goell euver. Deuet eo an holen da vout euver ?
HS. divlaz, panenn.
B.
1. (db. an dud)
Dibalamour ha difoutre war un dro.
Nag eñ zo euver !
2. (db. ar prantadoù)
Na gaver ket a blijadur gantañ.
Ur vuhez euver ha truek. Deizioù euver ha didalvez.