1. Str.
[1659, 1699, 1931] Bodoù eus kornôg Europa o anv spesad Frangula alnus, a vez implijet o gwial er c'hantennerezh hag o rusk da louzoù.
Lod evel ar c'hoad evor a gresk o-unan-kaer. Mat eo ar c'hroc'hen evor glas pa c'hoantaer mont eus an daou benn.
2. H.g.
[1699] Koad, gwial ar bodoù-se end-eeun.
Evor zo koad bouteg.
HS. gwial.