1. ISTOR
Ranngêr a oa e diavaez moger-zifenn ur gêr bnk.
2. (er c'hêrioù bras pe a vent etre prl.)
Ranngêr zo pell diouzh kreiz-kêr.
Fabourzioù ur gêr vras.
Leon ar Berr, - hag a oa un tammig koshoc’h eget e geneiled, ar breur henañ, evel m’her galved, - en doa feurmet ur genkiz ‘trezek fabourg Naoned, ha badezet anezhañ Ker-Alor (Alor, anv un eskob a Gerne). Ar genkiz, gant ul liorzh tro-war-dro, a oa dizro en ur vanell enk.
Leon ar Berr, - hag a oa eun tammig kosoc’h eget e geneiled, ar breur hena, evel m’her galved, - en doa feurmet eur genkiz ‘tresek fabourg Naoned, ha badezet anezañ Ker-Alor (Alor, ano eun eskob a Gerne). Ar genkiz, gant eul liorz tro-war-dro, a oa dizro en eur vanell enk.
1944
Référence :
EURW.1
p.146
Diouzh Kingstown da [z]Dublin ez eus ur straed hir-hir ; kêrbenn Iwerzhon gant 200.000 annezer, a zo unan eus ar c'haerañ. Straedoù ar fabourkoù a zo teñvalaet gant an tier brik ruz, stok-ouzh-stok hag holl pimpatrom an eil d'egile [.]
Diouz Kingstown da Dublin ez eus eur straed hir-hir ; kêrbenn Iwerzon gant 200.000 annezer, a zo unan eus ar c'haera. Straedou ar fabourkou a zo teñvalaet gant an tier brik ruz, stok-ouz-stok hag holl pimpatrom an eil d'egile [.]