Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Zo bet trec'het. Bremañ e ouzomp ez omp faezh. 2. Kollet gantañ e holl nerzh goude ober strivoù re vras pe labourat re. Faezh e oa gant e zevezh labour. N'on ket skuizh, faezh ! [1954] [...] met gant ar faezh ma’z oa, e voe ret he sikour da bignal d’he chambr, hag he diwiskañ evel ur bugel. [1954] « Ur gwall zevezh am eus bet, emezañ, faezh on gant ar gozhni hag al labour, ha neuze… ha neuze ne dalv ken ar boan ». & Trl. Bezañ faezh betek skoulm e ene : bezañ tremen faezh. HS. divi. 3. Trl. estl. Faezh on ! : troienn a reer ganti pa ne gaver ket penn d'un divinadell, pa venner kaout an diskoulm anezhi.

Exemples historiques : 
22
Masquer la liste des exemples

en em rentañ faezh

1499
Référence : LVBCA p69, 75, 175 (soy rendre vaincu, ou soy donner ou habandonner)

faezh

1732
Référence : GReg pg capot (honteux, à ne rien dire)

faezh

1732
Référence : GReg pg capot (honteux, à ne rien dire) confus (honteux, convaincu)

faezh

1732
Référence : GReg pg capot (honteux, à ne rien dire) confus (honteux, convaincu)

faezhet

1732
Référence : GReg pg capot (honteux, à ne rien dire)

faezh

1850
Référence : GON.II pg faez ou féaz (vaincu. convaincu. surpassé. lassé. Il s'entend en particulier des disputes ou discussions. Hors de Léon "fez"), fez (voyez "faez").

faezh

1850
Référence : GON.II pg faez, féaz (vaincu. convaincu. surpassé. lassé. Il s'entend en particulier des disputes ou discussions. En Vannes, "fec'h"), fec'h

faezh

1850
Référence : GON.II pg faez ou féaz (vaincu. convaincu. surpassé. lassé. Il s'entend en particulier des disputes ou discussions), fez (voyez "faez").

faezh

1850
Référence : GON.II pg faez ou féaz (vaincu. convaincu. surpassé. lassé. Il s'entend en particulier des disputes ou discussions), fez

N'on ket c'hoazh faezh.

1850
Référence : GON.II pg faez ou féaz (je ne suis pas encore vaincu).

faezh

1909
Référence : BROU pg faez

Ha, d’an noz, o gweler, faezh ha keuziet-holl, distroet d’o c’hiz pellañ gant ar c’hazh-mor hag an avelioù.

1923
Référence : SKET p.114

faezh

1931
Référence : VALL pg accabler (accablé, mal, fatigue)

Me 'oa skuizh-marv. Poan-benn am boa kenañ. Faezh e oan gant ar beajoù a ris miz a oa. Santout a raen krenienn an derzhienn ma voe ret din mont da gousket.

1944
Référence : EURW.1 p.134

D’an diwezh, kerkent ha kaset da benn an darempredoù laouen-se e tistrojomp war-du an hanternoz en ur dremen dre borzhioù-mor Philadelphia ha Boston, kêrioù bras ha brudet, ned in ket da lavarout nann, met koun ebet n’am eus nag eus an eil nag eben, nemet an draig-mañ : kalz berzh ha rejomp gant hor sonerezh hag hor c’hoariva, ha pep gwech e rankis evel-just displegañ Elle est morte, ur bourd e oan krog da vezañ faezh gantañ, met plijout a rae muioc’h-mui d’an admiral, deut a-benn, moarvat, da c’houzout ar fentigell-se dre’n eñvor ha war hec’h hed.

1954
Référence : VAZA p.103-104

Brallañ a rae a c’hleier ha krog e oa dija ar prosesion da zont e-maez ar vered pa savas d’an diwezh va mamm gaezh, peurechu ganti he fallenn, kaerañ hini he devoa biskoazh ijinet, met gant ar faezh ma’z oa, e voe ret he sikour da bignal d’he chambr, hag he diwiskañ evel ur bugel.

1954
Référence : VAZA p.41

Un dro bennak, faezh gant e glemmoù dibaouez e lakeas va c’henitervez Janed un hanter c’houlou[-]soav da deuziñ en e voued hag e tu-hont da-se kement takenn goar peget ouzh he c’hantoloroù kouevr.

1954
Référence : VAZA p.117

Re gustum e ranke bezañ Nikolaz Aleksandrovitch diouzh ar seurt abadennoù, ha dre ma ’z oa marteze faezh gant ar prezegennoù e dibenn-pred, setu ma krogas kement ha diverraat e amzer d’ober war an doubier e-tal e asied boullouigoù munut gant minvig.

1954
Référence : VAZA p.161

Mar deufe Haakon da vezañ faezh un dro bennak gant e vicher roue e c’hellfe gounit aes-tre e vara en ur sirk : The biggest giant in the workd ! e lennjed neuze war ar skritelloù.

1954
Référence : VAZA p.169

A-wechoù ivez ne baden ken gant ar chifet e vezen : « Ma ! e lavaren neuze, ha pa vefe ret din kerzhout betek Moskov war droad, faezh ha kailharet evel Boudedeo dindan ar seizh amzer – met allas, hep e bemp kwenneg [sic, gwenneg] ! – mirit ’ta ho madoù ha serrit ho kraban warno, rak un dro bennak ho po da ziskregiñ diouto, ha Douget e viot d’ar bez en noazh / ha pa vefe kanet hoc’h obidoù war an ton bras !

1955
Référence : VBRU p.11

Faezh e oa Soaz Sapeur o krial warnon : « Jarl, tremen poent eo dit mont da gousket, rak sevel abred az po d’ober warc’hoazh ! » Met chom a raen bepred el lanneg, difiñv, dilavar, warnon trugar al loargann, ha c’hoant am boa ken am boa da zastum dre dastorn un delienn, ur bluenn evn, ur vleuñvenn, forzh petra da gas ganin e koun eus Priel ha Krec’h Eliez.

1955
Référence : VBRU p.21

Evel e pep lec'h o devez an nervennoù er Greunland meur a zoare da reiñ da c'houzout ez int aet faezh.

1985
Référence : DGBD p85

L'Office public de la langue bretonne