Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

1. Hollad an dud kar a vev en hevelep ti. Div familh a veve en ti-se. & Ent strizh An tad, ar vamm hag o bugale. HS. tiegezh. 2. Hollad an dud kar an eil d'egile dre an dimeziñ, ar c'hanedigezh pe, a-wechoù, dre an advugelañ. Ur familh vras. Ar familh a-bezh a oa en em gavet eno, eontred, moerebed, kendirvi, hag all. HS. kar, kerent, kerentiezh.

Exemples historiques : 
8
Masquer la liste des exemples

familh

1732
Référence : GReg pg famille (ménage composé d'un chef, & de ses domestiques)

Biskoazh n'eo ket [sic, evit bet] torret ar chadenn gaer a garante a unanas hon div familh.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Pedet e veze kerent tost hag an teir familh : Roc'hien ar Gozhkêr, Gourantoned Kerhaied ha Gwazh-Herri.

1944
Référence : EURW.1 p26

Koulskoude, he flanedenn a oa bezañ pried ha mamm a familh ; kavet ganti ur par e Glaoda Jafrenoù, e kuitaas he c'hêriadenn goant Hellegoad evit dont da chom da vourk Karnoed, teir lev ac'hano.

1944
Référence : EURW.1 p14

Mes war ar memes soñj gant ma c'herent e oa teir familh all eus ar barroz, kas o faotred d'ar golaj, hag an teir familh-mañ o doa dibabet kloerdi bihan Gwengamp, Itron-Varia-ar-Gabusined.

1944
Référence : EURW.1 p29

Pa anavez ar familhoù an eil eben, emeur sur n’emeur ket touellet.

1944
Référence : EURW.1 p.210

Stok ouzh hon ti, met a-rezad an douar, diouzh tu kêr, ez eus un ti all giz ar vro -met an ti-se ne oa ket el lodenn bet feurmet deomp-, en ti-se ez eus ur familh o chom, an tad, hag a ra ar vicher galvez, a zo ur mpongwe eus ar vro, met dimezet e oa gant ur plac'h a ouenn itsogo, tri bugel o deus, teir flac'hig.

1985
Référence : DGBD p46

Ar peurrest eus ar familh, ha Fanis da gentañ, a glask lakaat anezhi war he zu gant usreerioù a-seurt gant "al loc'hañ eo an diaesañ, Katerina" pe "dre forzh poaniañ eo e teuer a-benn", met Katerina ne seblant ket bezañ kendrec'het.

2015
Référence : EHPEA p19

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux