‘Barzh ar Groaz neve[z] na gavfet nemet ho prasañ mad : Alioù kristen evit lâret dac’h petra vo ar gwellañ d’ober ; keloioù deus pevar c’horn ar vro ; buhe[zi]o[ù] ha gwerzio[ù] ar Sent da sevel ho kalon war-zu Doue ; kuzulio[ù] ha kelenno[ù] war al labour-douar ; hag, evit diduañ an amzer, sonio[ù] ha marvailho[ù] deus ar re fentusa[ñ].
Krugellou miled-stlej ha miled askellek, pevarzorneged [sic] ha pevarzroadeged, o kammkorvigammañ [sic], o plavañ d'an douar, oc'h ardaouiñ, oc'h ebatiñ hag o c'hourlammat, o pigosañ hag o torc'hweniañ, o raganellañ, o koleniñ hag o tilaouañ en ur ober moriskloù ha sismakoù, dre ma trailhe laou ar re fentusañ anezho.
fentus
Kerse eo ganin, rak miret am boa holl luc'hskeudennoù va yaouankiz ha daoust ha ma krogent da zislivañ, plijout a rae din sellout outo ; met allas, goude an Dispac'h manet eo e Rusia ar fentusañ re, gant meur a deñzor all.
Evitañ da vezañ eus ar C’hreisteiz ha kenderv-kompez ar « Prezidant » Fallières, douget a-walc’h e oa hon eskob da gement tra a selle ouzh Breizh ; desket en devoa zoken geriennoù brezhonek ha plijout a rae dezhañ o distagañ an aliesañ m’helle, daoust ha ma tiflipe digantañ a-wechoù traoù fentus-meurbet.
Pezhioù gallek a veze c’hoariet evel[-]just, hag anat deoc’h, tanfoeltr plac’h ne weled en hon touez war al leurenn ; troc’het e veze didruez hag a-wechoù en ur stumm fentus an holl rolloù merc’hed ; gant se, La Fille de Roland a zeuas da vezañ Le fils de Roland !!
Met ar peurliesañ ne zeskemp ket nemeur a dra e-pad an eur-se rak plijout a rae d’ar c’hozhiad kontañ d’e ganfarded yaouank kement tra iskis pe fentus c’hoarvezet gantañ du-mañ ha du-hont e broioù tra-mor [sic, tramor], ha dreist-holl an troñsadoù fromus graet e Valparaiso, Dakar, Singapour he [sic, ha] me oar me pelec’h c’hoazh ; en gwirionez, na kent na goude, biskoazh n’eo degouezhet din gwelout ur fri ken hir, ken ruspin ha ken porbolennet hag e hini.
Gallout a rafen ivez lavarout daou pe dri c’her diwar-benn Jobenn ’n Herve hag he c’hoar Trefina, an eil fentusoc’h eget eben, pe a-zivout Godig Rode, ur wrac’h a stage da bec’hiñ ha da eoniñ evel pa vije bet dalc’het gant an Drouk-Spered adal ma veze huchet warni : « Avel, Godig, avel ! »
Ha distagañ a rae an diotach-se gant pouez-mouezh fentus Gwaskogniz hag ivez gant balc’hder dispar ar ganfarded dizesk.
Ha koulskoude bez' oa anezhañ ur marvailher fentus, un teod mat a abostol a-dal [sic, "adal"] ma plege d'ober gant e yezh vroadel.
Bez ’oa e Landreger un trenig fentus a rampe ken prim hag ur vaot, met gant un talabao fromus war-du Ploueg.
« Klev ’ta paotr fentus, emezi n’az poa ket lavaret din e oas war zimeziñ gant ur Rusianez eus Moskov, ha perak se ? Koant da lazhañ e rank bezañ da vuiañ-karet peogwir e rez fae war holl verc’hed ar vro ! »
Abalamour d'an dro-spered-se e vo sur-mat diskleriet deomp 'benn nebeut ne oa liamm ebet etre an daou zarvoud, nemet un taol degouezh fentus e vije.
Laouen e oan evel-just o welet penaos e veze avielet, ya fentusoc'h e oa forzh penaos... fentusoc'h pa lavaran... plijadurusoc'h e oa memestra buhez ur beleg en Ouganda eget e Lokournan
Plijout a ra dezhe an troiennoù simpl betek re, ar bommoù fentus peotramant ar re a sko speredoù an dud -da vihanañ e-barzh en titloù hag en istitloù, hag e-barzh an tammoù a vez dibabet hag adskignet-.
Ha pa wel [ar bazhvalan] unan deus an dremenidi o vont e fulor e red davetañ evit displegañ dezhañ ez eo un taol fentus [...].
Mots précédents
Mots suivants
fenugrek