1. Strollad plant strobet diouzh an traoñ ha troet an holl bennoù anezhañ war an hevelep tu.
Liammañ louzoù e feskennoù da vezañ losket. Kousket war feskennoù plouz.
DHS. kuchenn.
HS. malan.
2. Dre heveleb.
Strollad traoù hir o stumm, stok-ha-stok diouzh un tu hag o vont war zistankañ diouzh an tu all.
Ur feskenn bannieloù.
HS. strobad.
3. Dre ast.
Strollad pajennoù pe kaieroù zo ur rann eus ur skrid embannet a-dammoù.
Teir feskenn embannet.
HS. levrenn.