Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. A. 1. Zo stank-tre, tost-tre an eil d'eben an elfennoù a ya d'ober e zanvez. Metaloù fetis. Mogerioù fetis. 2. (db. ar boued) Zo dalc'h ennañ, magus. Predoù fetis. Soubenn fetis. Boued fonnus ha fetis. 3. (db. ar c'hig) Deuet blaz kreñv warnañ. 4. (db. ar gwiadoù) Tev ha garv e c'horre. Lien fetis. B. Dre ast. 1. Stank. Ur maen fetis ar bezhin warnañ. 2. Tev. Ur paotr fetis. Ur voul aour ken fetis hag ho penn. II. Dre skeud. (db. ar mennozhioù, ar meizadoù) A denn d'udb. a c'hall spered an dud kregiñ ennañ war-bouez ar pemp skiant. Ur ster fetis. ES. difetis.

Exemples historiques : 
20
Masquer la liste des exemples

ur personnaj fetis

1732
Référence : GReg pg (une personne) épaisse

louzoù fetis a gemerer gant bara-kan

1732
Référence : GReg pg bol (ou bolus, terme de medecine)

An ene a zo ar c'haoz hag ar furm fetis eus ar vuhez.

1732
Référence : GReg pg formel (L'âme est la cause formelle de la vie.)

krampouezh fetis

1732
Référence : GReg pg (des crêpes) épaisses

fetis

1732
Référence : GReg pg épais (épaisse, solide, fort), figé (Qui est figé)

fetis

1850
Référence : GON.II pg fétiz, stañk

lien fetis eo

1850
Référence : GON.II pg fétiz

ne garan ket ar c'hrampouezh fetis

1850
Référence : GON.II pg fétiz

an aour a zo fetis

1850
Référence : GON.II pg fétiz

Tro a glask war an olifant; ha kaout, diwar e benn, da damall ne oa koant, a-raok, a-dreñv, e giz ebet; hag, emezañ, bez' e ve ret, da ober mat, troc'hañ diwar bep skouarn dezhañ ur grennbennad evit stagañ ouzh beg e lost; e bevar droad a zo pevar bost; e berr : e oa re bezh fetis, pounner, piltosek, gourt, iskis.

1867
Référence : MGK p11

fetis

1909
Référence : BROU p. 238 (se dit, en style enfantin, des cheveux bien lissés)

El lec'hioù all, ar skorn, kalz tevoc'h ha fetisoc'h a zispenn muioc'h-mui an draonienn.

1943
Référence : TNKN p44

Me a yae da-heul, ha derc'hel a rin da viken soñj dudius eus predoù fetis ar maezioù en amzer-se ma lavared dre holl Frañs : « La Bretagne, pays pauvre, terre des landes et des bruyères, où l'on se nourrit encore de pain noir et de gruau (?) ».

1944
Référence : EURW.1 p27

Dont a ra d'e skouarn, a-dreuz mogerioù fetis an iliz, diouzh ar maez, un tu bennak, e Miranda, notennoùigoù ur gaita ; (...)

1949
Référence : SIZH p.65

Ar paotr a save d'e fronelloù frond pounner al lili hag an elestr voulouz a wiske al leurenn en he fezh, gant o fetis a ballenn liesliv.

1949
Référence : SIZH p.44

Morse, betek neuze, n'en doa eveshaet e oa ar manati ken teñval, ken diamzeret, dindan e boultrenn. O chom edo, e gwirionez, en un tour, klozet diouzh an diavaez - diouzh ar bed -, gant mogerioù kozh, uhel, fetis, ha strizh-kenañ digoroù e brenistri houarn-barrennet [sic, "houarnvarrennet"].

1949
Référence : SIZH p.46

Un erv draezh dirak an douar fetis goloet a goad a weler en adreñv, teñval.

1985
Référence : DGBD p23

Aze hon eus ur surentez, ha n'eo ket ur surentez ijinet, se 'zo ur surentez fetis, ya, fetis... a c'heller arnodiñ

2007
Référence : KASTE p187

Betek an hordennadoù kolonennoùigoù a gustume diskenn ouzh ar voger, a-zindan ar bolzioù betek al leur, bep etrepeuliad, evel un arouez fetis eus al lusk war-grec'h hag a oa anezho unan eus elfennoù merkusañ ar goteg klasel

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 16

Ar fed ma santer ivez e vez graet un dra fetis, ha pa vefe dister an dra-se, ar fed da gas an traoù war-raok ha sikour da zistabilaat enebourien hon dije kredet hollc'halloudus...

2015
Référence : DISENT p52

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux