1. Bugel dalc'het war ar vadeziant e-keñver e baeron pe e vaeronez.
Ma niz eo ha ma filhor. Ur mousc'hoarzh a skedas war e zremm pa welas e filhorez.
2. PEMDEZ (en e furm c'hourel hepken)
Termen a reer gantañ da gomz ouzh ar baotred vihan, yaouank.
Ma filhor, petra 'rez amañ ?
demat ha joa, ma filhorez ha deoc'h ivez ma maeronez
Demad ha joa, ma fillores ha d'ac'h iwe ma maerones
1874
Référence :
GBI.II
p524
Va spered a yoa gant va c’homper Herve Soutre, gant Katell Eukat, gant Ivonig hag an Did, va filhorez, hag ivez gand Ion an Deniel ha Goulc’hen Abolier, hag e c’houlennen ouzhin va-unan : — Daoust petra int deuet da vezañ ?
Va spered a ioa gand va c’houmper Herve Soutre, gant Katel Eukat, gant Ivonik hag an Did, va fillorez, hag ive gand Ion an Deniel ha Goulc’hen Abolier, hag e c’houlennen ouzign va-unan : — Daoust petra int deuet da veza ?
1878
Référence :
EKG.II
p.44-45
Bez' he doa ivez kalz a filhored hag a filhorezed ; skrivañ a reas dezho lizheroù leun a alioù mat hag a guzulioù fur.
Bez' he doa ivez kalz a filhored, hag a filhorezed ; skriva a reas d'ezo lizerou leun a aliou mat hag a guzuliou fur.
1944
Référence :
EURW.1
p14
Krediñ a rafen kentoc'h en devije kemeret an anv-se en enor d'ar roue Louis-Philippe hag a oa neuze o ren e Frañs ; pa zeuas en doare-se ar roue bihan da vezañ filhor dezhañ.