I.
(db. an dud)
1. Komzoù a bep seurt, puilh ha dister o fouez.
Skrivomp, hep fistilh ebet, war ar pezh ac'h eus da lavaret. Ne baoueze ket ar fistilh da vont en-dro : div o c'houlenn, tri o respont. Fistilh ha kamambre ganto, forzh pegement. Fistilh a oa bet er vro, pa oa bet adlodennet an douaroù.
2. KOZH
Droukkomzoù db. ub.
II.
1. (db. al loened)
Mouezh an evned bihan.
Fistilh ar filiped.
HS. richan.
2. (db. an dourredennoù)
Trouz an dour o redek.
Fistilh ar stivell.