1. (db. an dud)
Gwan, dinerzh, bouk.
Re yaouank eo, re flak. Ur paotr flak.
DHS. displed, izil.
2. (db. an traoù)
Aet blot ha plat dre ma n'eus netra e-barzh.
Re flak e yalc'h evit kousket en ostalerioù. Goullo ha flak e oa kof Herve. Ar binioù en em gav flak.
&
(db. klor ar frouezh, al legumaj)
Chomet plat ha goullo dre ma n'eo ket kresket ar greun, ar boued enno.
3. (db. ar bouedoù, an diedoù)
[1732] Divlaz.
Setu amañ ur meuz flak !
&
Kafe flak : kafe zo bet lakaet re nebeut a boultr d'e aozañ.
HS. disaour, disasun, goular.