I.
B.
A.
1. Bodadeg vras a werzherien hag a brenerien a c'hoarvez en ul lec'h lakaet, d'un deiziad pe da zeiziadoù lakaet.
Mont d'ar foar da werzhañ ur vuoc'h. Daremprediñ ur foar.
&
Plas-foar, tachenn-foar : lec'h ma vez dalc'het ur foar.
&
Foar al leueoù : ma vez gwerzhet leueoù.
HS. marc'had.
2. (dirak un anv-lec'h)
Ger a dalvez da envel ar foarioù hervez al lec'h ma c'hoarvezont.
Foar ar Pont, foar Gastell, Foar Vre, Foar an Nec'h e Montroulez.
3. (dirak anv ur gouel, ur sant)
Ger a dalvez da envel ar foarioù hervez an deiz ma c'hoarvezont.
Foar Ouel Yann, Foar Vikael e Lannuon, Foar Sant Youenn.
4. Trl. skeud.
Kas ub. d'ar foar, da foar an ifern, an diaoul, da foar an tri mil, da foar ar c'hwitelloù : e gas diwar-dro.
[1877] [... ]kasit d’ar foar, diwar ho tro, kement galouper-bro a [z]euio da viret ouzhoc’h da vale a-unan gant an dud skiantek eus ho parrez [...].
&
Mont da foar an diaoul : mont kuit pell, mont diwar-dro.
&
Kaout ur votez, ul laer a bep foar : eus daou rumm disheñvel.
B. NEVEZ
Bodadeg vras a c'hoarioù ha diduamantoù a bep seurt (manejoù, h.a.).
Muzik ar foar.
II.
H.b.
Gwerzh da-geñver ur foar (I A).
Foar zo warc'hoazh, eno. Ober foar vat : bezañ gwerzhet mat e draoù.
&
Trl.
Lakaat foar war stal ub. : lakaat gwerzhañ e draoù.
Référence :
GReg
pg foire (marché extraordinaire. On dit encore, for, en Leon.)
ar gousper eus ar foar
1732
Référence :
GReg
pg foire (La veille de la foire.)
gousper ar for
1732
Référence :
GReg
pg foire (La veille de la foire.)
foarioù Karaez
foaryou Ker-Ahés
1732
Référence :
GReg
pg foire (Les foires de Carhaix.)
forioù Karaez
foryou Ker-Ahés
1732
Référence :
GReg
pg foire (Les foires de Carhaix.)
ar foar yen
1732
Référence :
GReg
pg foire (La foire Saint Martin à Saint Paul de Leon.)
ar foar yen
ar for yen
1732
Référence :
GReg
pg foire (La foire Saint Martin à Saint Paul de Leon.)
ar foar yen
ar for guien
1732
Référence :
GReg
pg foire (La foire Saint Martin à Saint Paul de Leon.)
foar Vazhev
foar vaze
1732
Référence :
GReg
pg foire (La foire Saint Mathieu à Quimper.)
foar Vazhev
foar vao
1732
Référence :
GReg
pg foire (La foire Saint Mathieu à Quimper.)
foar ar c'hezeg lart
foar ar c'hesecq lard
1732
Référence :
GReg
pg foire (La foire Saint Mathieu à Quimper.)
foar
1850
Référence :
GON.II
pg foar
foarioù
fôariou
1850
Référence :
GON.II
pg foar
Mat, mar kavit abeg en ho tudoù-kozh, distroit hoc’h-unan war an hent mat, ha kasit d’ar foar, diwar ho tro, kement galouper-bro a [z]euio da viret ouzhoc’h da vale a-unan gant an dud skiantek eus ho parrez, ha dreist-holl, gant ho peleien karget gant Doue d’hoc’h heñchañ.
Mad, mar kavit abek enn ho tudou koz, distroit hoc’h-unan var an hent mad, ha kasit d’ar foar, divar ho tro, kement galouper-bro a deuio da viret ouzoc’h da vale a-unan gant an dud skiantek euz ho parrez, ha dreist-oll, gand ho peleien karget gant Doue d’hoc’h hentcha.
1877
Référence :
EKG.I.
p.174
Un dervezh all, e-kreiz ur foar pe ur marc’had, ec’h en em gave daou zen an eil gant egile ha n’o doa ket an aer d’en em anaout tamm ebet, hag unan anezho a skrabe e benn evel un den nec’het.
Eun dervez-all, e kreiz eur foar pe eur marc’had, ec’h en em gave daou zen an eil gand egile ha n’o doa ket an ear d’en em anaout tamm ebed, hag unan anezho a skrabe he benn evel eun den nec’het.
1877
Référence :
EKG.I.
p.91
Ha kerkent Yann Prijant [da] lakaat e zorn war ar vuoc’h en ur skeiñ warnezhi, gant ur wialennig, da vont a-raok, evel pa vije bet o vont ganti d’ar foar.
Ha kerkent Ian Prigent lakaat he zourn var ar vioc’h en eur skei varnez-hi, gand eur vialennik, da vont araok, evel pa viche bet o vont gant-hi d’ar foar.
1878
Référence :
EKG.II
p.18
Nann : goude an oferenn hag ar gousperoù, goude e foar pe e varc’had, e tistroe dioc’htu d’ar gêr da eveshaat e diegezh hag e labour.
Nann : goude an ofern hag ar gousperou, goude he foar pe he varc’had, e tistroe dioc’htu d’ar gear da evesaat he diegez hag he labour.
1878
Référence :
EKG.II
p.173
Yannig, nemedec’h na glemmet / Mar oc’h er giz-se gwall c’hraet : / Brasañ torfed, ‘me hon zado[ù], / Laerezh arc’hant en ilizo[ù] ; / D’ar Sent, koulz ha dimp, na dere / E vo graet foar gant o danve[z]. / ‘N [a]otro[u] sant Pêr, ‘vit an dro-mañ, / Na vo ket re rust, a gredan, / Nemet miret don ‘n ho spered / Ar gentel ‘zo bet de[o]c’h roet. /
Ianik, nemed d’ec’h na glemmet / Mar oc’h er giz-se gwall-c’hreet : / Brasan torfed, ‘me hon zado, / Laerez arc’hant en ilizo ; / D’ar Zent, kouls ha d’imp, na dere / E vo graet foar gand o danve. / ‘N otro sant Per, ‘wit an dro man, / Na vo ket re rust, a gredan, / Nemet miret don ‘n ho speret / Ar gentel ‘zo bet d’ec’h roet. /
1898
Référence :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2
Mar kavez war da hent tud o tont diwezhat eus foar Lannuon, ha ma c’houlennont diganit da belec’h ec’h ez, respont : « Tevel », ha ma ’c’h adgoulennont diganit : « Ha goude ? », adrespont a ri : « Hag ober ».
Mar kavez war da hent tud o tont diweat eus foar Lannuon, ha ma c’houlennont diganit da belec’h ec’h ez, respont : « Tevel », ha ma ’c’h adgoulennont diganit : « Ha goude ? », adrespont a ri : « Hag ober ».
1925
Référence :
BILZ2
p.127
foar
1931
Référence :
VALL
Rakskrid p XXIII
Evel ma vanke kanaouennoù brezhonek, en tu-hont d'ar "chansonioù" a werzhed er foarioù, me'n em lakaas da sevel reoù a-ratozh-kaer evit ma c'henseurted, hag a voe moullet hag embannet e tri levrig gant Lafolye, eus Gwened, e 1900-1901-1902 (1).
Evel ma vanke kanaouennou brezonek, en tu-hont d'ar "chansoniou" a werzed er foariou, me'n em lakaas da sevel reou a-ratoz kaer evit ma c'henseurted, hag a voe moulet hag embannet e tri levrig gant Lafolye, eus Gwened, e 1900-1901-1902 (1).