follenn
follenn
Mar dichañs d'ar follennoù-mañ bezañ moulet ur wech, mar bez kavet arc'hant a-walc'h d'en ober, ar pezh a gontin deus ma roudenn a c'hallfe bezañ ur skouer d'an dud yaouank a Vreizh da zont, pa lennint troioù hag avanturioù ar barzh Taldir-se, graet kement a drouz war e anv dija, redet gantañ dija holl vroioù ar Gelted, ha deut da beñseañ hiriv en un tamm bourk bihan a Gerne-Uhel...
Ar c'harned, eñ, a veze graet e "duplicata", ha bep abardaez e veze tennet ur follenn doubl er-maez, ha lezet er gêr, da c'hortoz bezañ kaset d'al lec'h kreiz, kement-se gant aon ne vije ket kollet pep tres eus al labour graet ma vije c'hoarvezet un dra bennak, ur peñse, da skouer.
Goude ez a da gemer ur bloc'hig-notennoù diwar un astell er gegin, eus ar re a implij Adriani ivez evit notenniñ ar prenadennoù a zo da ober, tennañ a ra ur follenn dioutañ, skrivañ un niverenn warni hag he reiñ din.
Divadeziñ ur straed, ur savadur, panelloù-heñchañ; adplantañ ha hadañ e-lec'h ma rank tremen un hent-tizh; adsevel traoù war douaroù a rank bezañ dilezet abalamour d'ur raktres euzhus; vomit in -mont da sellet ouzh emvod ur c'huzul departamant da skouer, hag en em lakaat da zislonkañ pa vez divizet un dra euzhus-; nac'h degemer un enor -ur priz pe ur vedalenn-; skuilhañ teilh [teil] pe follennoù bruderezh; chom war yun a-wel d'an holl.